Wikiversity

Kurunenn un dug en ardamezouriezh

Un dug (eus al latin dux, tiern brezel en Impalaeriezh roman) zo un titl noblañs implijet en Europa. E galleg e vez skrivet duc, e saozneg duke, e spagnoleg duque, en italianeg duca, en alamaneg Herzog, en hungareg herceg, e portugaleg duque hag e poloneg wojewoda.

Adal ar Grennamzer e veze graet "dug(ez)" eus un den nobl e penn un dugelezh, ul lec'h dindan gourc'hemenn an den uhelañ en urzhaz ar galloud : ar roue.