Statistical Genetics Wiki
Taolenn
Sikkim (सिक्किम e nepaleg) zo ur stad vihan eus Unaniezh India, er menezioù Himalaya. En-dro da Sikkim emañ Nepal er c'hornôg, Tibet en hanternoz ha Bhoutan er gevred. Er c'hreisteiz da Sikkim emañ stad Kornôg Bengal (India).
E 2005 e oa 594 056 a annezidi. Bez' eo Sikkim ar stad distankañ he foblañs e-touez holl stadoù India hag ar stad vihanañ eo ivez. Gangtok eo ar gêr-benn hag ar gêr vrasañ.
Istor
Betek 1975 e oa Sikkim ur rouantelezh dizalc'h diouzh India ha kevreet ganti en un doare laosk. Er bloavezh-se e oa deuet da vezañ an eil stad warn-ugent eus Unaniezh India, goude ur referendom e-mesk an dud.
Douaroniezh
Ouzh tor an Himalaya emañ Sikkim ha gant se ez eo diseurt-kenañ ar vro, eus janglennoù trovanel ar c'hreisteiz betek menezioù uhel an hanternoz. Kangchenjunga, trede menez uhelañ ar bed, zo e Sikkim.
Yezhoù ha poblañs
Unnek yezh ofisiel a zo e Sikkim. En tu-hont d'an nepali, zo yezh ofisiel ar stad hag ar yezh eskemm[1], emañ ar bhutia, al lepcha, al limbu, an newari, ar rai, ar gurung, ar mangar, ar sherpa, an tamang hag ar sunwar. Desket e vez saozneg er skolioù ha graet e vez gantañ er skridoù stad ivez.
An hindouegezh hag ar voudaegezh (Vajrayana) eo ar relijionoù pennañ e-touez an dud.
Notennoù
Stadoù ha tiriadoù India | |
---|---|
Stadoù | Andhra Pradesh • Arunachal Pradesh • Asam • Bihar • Chhattisgarh • Goa • Gujarat • Haryana • Himachal Pradesh • Jharkhand • Karnataka • Kerala • Kornôg Bengal • Madhya Pradesh • Maharashtra • Manipur • Meghalaya • Mizoram • Nagaland • Orisa • Panjab • Rajasthan • Sikkim • Tamil Nadu • Telangana • Tripura • Uttarakhand • Uttar Pradesh |
Tiriadoù an Unaniezh | Inizi Andaman ha Nikobar • Chandigarh • Dadra ha Nagar Haveli ha Daman ha Diu • Delhi • Jammu ha Kachmir • Ladakh • Lakshadweep • Puducherry |