LIMSpec Wiki
Taolenn
| ||||
---|---|---|---|---|
Strontiom – Itriom – Zirkoniom | ||||
| ||||
Niver atomek | 39 | |||
Rummad kimiek | Metaloù ardreuzat | |||
Strollad | 3 | |||
Trovezh | 5 | |||
Aozadur elektronek | [Kr] 4d1 5s2 | |||
Niver oksidadur | +3 | |||
Tredanleiegezh | 1,22 | |||
Skin atomek | 177,6 | |||
Tolz atomek | 88,90585 | |||
| ||||
1 cm3 eo ec'honad an diñs itriom.
| ||||
Un elfenn gimiek eo an itriom ; Y eo e arouez kimiek, 39 e niver atomek ha 88,906 e dolz atomek. Ur metal ardreuzat eo.
Ur metal liv an arc'hant eo an itriom, a gaver e kailhoù ma 'z eus lantanidoù. Da arvelen e tro pa vez lakaet en aer.
Un 8 900 tonennad ag itriom a voe kenderc'het er bed e 2011, 8 800 anezho gant Sina ; India a roas 55 t, Brazil 15 t ha Malaysia 4 zonennad.[1]
Istor
Gant ar soudard svedat Carl Axel Arthenius e voe kavet ur mell roc'hell e kêriadenn Ytterby e-kichen Stockholm e 1787. Dre ma oa troet gant ar gimiezh e kasas tammoù anezhi da veur a gimiour.
E 1789 e kavas Johan Gaolin un elfenn nevez en e damm, hag e 1794 ez embannas disoc'hoù e zielfennadennoù.
E 1797 e voe kadarnaet an dizoloadenn gant Anders Gustaf Ekeberg, a roas an anv yttria d'an elfenn nevez abamalour ma krede dezhañ e oa unan eus al lantanidoù pe an aktinidoù. Da heul labourioù ar Gall Antoine Lavoisier (1743-1794) war termenadur an elfennoù kimiek e voe yttrium anv nevez an elfenn-se, a skriver itriom e brezhoneg.
E 1828 hepken e voe hiniennekaet ar metal gant ar c'himiour alaman Friedrich Wöhler.
Betek 1920 e voe "Yt" arouez kimiek an itriom, kent na voe lakaet da Y[2].
Perzhioù
Ur metal orjalennus eo an itriom, da lavaret eo e c'haller e astenn hep na dorrfe.
Kimiek
Dazgweredus a-walc'h eo an itriom : oksidet e vez en aer, ha hidrogen a ro pa vez lakaet da zaremprediñ an dour.
Pa vez bruzunet e teu da vezañ distabil en aer hag e c'hall deviñ mard eo an aer tommoc'h eget 400 ° C.
Izotopoù
89Y eo an izotop stabil nemetañ, hag an hini nemetañ a gaver en natur.
Boutin eo an izotopoù 90Y ha 91Y a-c'houde skiriadur derc'hanel atomoù an uraniom er c'hreizennoù nukleel pe en armoù nukleel.
Tremen 30 izotop eus an itriom zo bet kevanaozet, eus 76Y betek 108Y.
Itriom ha lantanidoù
Ken damheñvel eo an itriom ouzh al lantanidoù ma oa bet lakaet da "zouar rouez" evel al lantanidoù hag an aktinidoù er penn kentañ eus e istor ; gwir eo e vez atav lantanidoù gant an itriom pa vez kavet en douar.
Par da re al lantanidoù terbiom ha disproziom eo da geñver e zazgweredusted, ha ken tost eo e skin atomek (177,6) d'an douaroù rouez pounner ma tazgwered evelto pa vez dileizhet.
Arver
E 2011 e voe arver an itriom dasparzhet etre ar prierezh (59 %), ar vetalouriezh (39 %), ar peurrest (2 %) o vont gant ar fardañ gwarelloù, binvioù elektronek ha binvioù dre laser.[1]
Setu amañ un nebeud eus implijoù an itriom :
- dinoerioù gwrezverk, kleuzeurioù (lampoù) kendreluc'h triliv ha skrammoù da amplaat ar skinoù X ;
- kevret gant aluminiom : da fardañ strinkennoù laser evit ar vezegiezh hag ar pellgehenterezh ;
- kevret gant aluminiom ha zirkoniom : da fardañ danvezioù-raskennañ, frammoù metalek, sielloù ha gwarezioù evit korzennoù ar fuc'helloù, gwiskadoù-gwarez evit ar c'hirri-nij, dinoerioù oksigen evit ar c'hirri-tan, mein prizius faos, ha binvioù-troc'hañ na verglont ket ;
- kevret gant an europiom : da reiñ al liv ruz war skrammoù ar skinwel hag an urzhiataerioù ;
- kevret gant houarn : da fardañ granatoù a vez implijet er radarioù.
N'eus ket gwelloc'h eget an itriom evit an erounidoù-se ; klasket ez eus bet implijout kalkiom en e lec'h, gant disoc'hoù dipitus avat.
Notennoù
- ↑ 1,0 ha1,1 United States Geological Survey (en) Liamm oberiant 15 HER 12
- ↑ COPLEN Tyler B. & PEISER H. S., History of the Recommended Atomic-Weight Values from 1882 to 1997, 1998, Pure and Applied Chemistry (IUPAC (en) Liamm oberiant 15 HER 12
Daveennoù
- American Chemical Society (en) Liamm oberiant 25 DU 12
- AN NOALLEG Yann-Baol, Geriadur ar Gimiezh, Preder, Plomelin, 2008 ISBN 978-2-901383-69-7 Preder
- AN NOALLEG Yann-Baol, Geriadur ar Fizik, Preder, Plomelin, 2006 ISBN 978-2-901383-64-2
- Annales de chimie et de physique, Gallica / Bibliothèque nationale de France (fr) Liamm oberiant 26 HER 12
- Atomic weights of the elements 2007 (IUPAC Technical Report) Pure an Applied Chemistry (en) Liamm oberiant 26 HER 12
- Atomic Weights and Isotopic Compositions for All Elements National Institute of Standards and Technology (en) Liamm oberiant 18 HER 12
- Bureau de Recherche Géologique et Minière (BRGM) (fr) Liamm oberiant 26 HER 12
- CONSIDINE Glenn D., Van Nostrand's Encyclopedia of Chemistry, Wiley-Interscience, 2005 ISBN 978-0-471-61525-5 (en)
- DEPOVERE Paul, La classification périodique des éléments — La merveille fondamentale de l'Univers, De Boeck, Brussels, Belgia, 2002 ISBN 978-2-8041-4107-3 (fr)
- EMSLEY John, Nature's Building Blocks — An A-Z Guide to the Elements, Oxford University Press, 2001 ISBN 978-0-19-850341-5 (en)
- Geriadur brezhoneg An Here, Plougastell-Daoulaz, 2001 ISBN 978-2-86843-236-0
- ÉTIENNE Guy, Geriadur ar Stlenneg, Preder, 1996 ISBN 978-2-901383-14-7
- HOLDEN Norman, History of the Origin of the Chemical elements and Their Discoverers, New York, 2001 Brookhaven National Laboratory (en) Liamm oberiant 26 HER 12
- International Union of Pure and Applied Chemistry (IUPAC) (en) Liamm oberiant 26 HER 12
- Joint Institute for Nuclear Research (ОИЯИ e Dubna) (en) Liamm oberiant 25 DU 2012
- LIDE David R., CRC Handbook of Chemistry and Physics - 88th Edition, CRC Press,2007 ISBN 978-0-8493-0488-0 (en)
- National Nuclear Data Center (en) Liamm oberiant 09 KZU 12
- Royal Society of Chemistry (en) Liamm oberiant 03 KZU 2012
- STWERTKA Albert, A Guide to the Elements, Oxford University Press, 1996 ISBN 978-0-19-508083-4 (en)
- Webelements (en) Liamm oberiant 26 HER 2012