LIMSpec Wiki

Kemmañ al liammoù

Ar stad zo unan eus stummoù aozadur politikel ur vro.

Bevennet eo gant harzoù stadoù all, ha lakaat a ra he lezennoù da dalvezout war he zachenn.

Peurvuiañ e klasker disheñvelout:

  • ar vro, a zo un dachenn douar
  • ar stad, hollad an aozadurioù politikel
  • ar gouarnamant, a zo unan eus aozadurioù ar stad
  • ar vroad, an dud a zo er vro.

Stadoù

An holl vroioù zo rannet en un doare bennak, evit aesaat ar melestriñ . Darn e rannvroioù, darn e departamantoù, kemm a ra ar gerioù hervez ar broioù hag ar stadoù.

Stadoù dizalc'h zo a zo rannet etre stadoù all, ha n'int ket dizalc'h. Komz a reer neuze eus stadoù emren, pe stadoù kevredet, e diabarzh stadoù kevredel.

Stadoù kevredel