LabLynx Wiki
Taolenn
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Dourredennoù naturel eo ar stêrioù. Redek a reont eus ul lec'h uhel, e-lec'h m'emañ o mammenn pe o andon, betek ul lec'h all izeloc'h, naoz stêrioù all, ul lenn, pe betek ar mor. Ledanoc'h eo ar stêrioù eget ar gwazhioù, ar gouerioù pe ar froudoù (Sellout ouzh ar pennad Dourredenn). Ar stêranvadurezh eo ar skiant a studi anvioù ar stêrioù.
Adstêr, kember
- Un adstêr zo ur stêr a ya e-barzh ur stêr ledanoc'h. Da skouer : un adstêr d'al Liger eo an Erzh.
- Kember a vez graet eus al lec'h ma kej doureier div stêr.
Anvioù ar stêrioù
Gourel eo an anvioù stêrioù e brezhoneg : an Trev, ar C'hefleud, ar Blavezh. Koulskoude eo gwregel ar gerioù stêr, ha gwazh.
Gwelout ivez
|