LabLynx Wiki

Kemmañ al liammoù
Kerzu
1 2 3 4 5 6 7
8 9 10 11 12 13 14
15 16 17 18 19 20 21
22 23 24 25 26 27 28
29 30 31        


Genver · C'hwevrer · Meurzh · Ebrel · Mae · Mezheven · Gouere · Eost · Gwengolo · Here · Du · Kerzu
Kerzu e Les Très Riches Heures du duc de Berry, 1486

Daouzekvet ha diwezhañ miz ar bloaz eo Kerzu en Deiziadur gregorian. Ar mizioù du a vez graet eus miz Du ha miz Kerzu e brezhoneg. Un deiz ha tregont zo ennañ, unan eus ar mizioù hirañ eo eta.

An anv

Dont a ra an anv eus "ker" ha "du": ar miz du-tre eo Kerzu.
Kerdu a vez lavaret e rannyezh Treger. Anv ur c'hastell hag ur wazh e korn-bro Lokmikael-an-Traezh eo Kerdu ivez.

E-pad ar miz

  • D'an 8 e vez enoret ar Werc'hez Vari gant an Iliz katolik roman.
  • An 21 eo deiz kentañ ar goañv en hantervoul norzh ; an deiz berrañ eus ar bloaz eo eno. A-raok an deiz-se e verra an deiz, war e lerc'h e hira goustad. En hantervoul su eo ar c'hontrol, an deiz hirañ eo ha penn-kentañ an hañv.
  • D'ar 25 emañ Nedeleg, lidet gant ar gristenien evel deiz ganedigezh Jezuz-Krist.
  • An 31 eo deiz diwezhañ ar bloaz, ha kustum eo an dud da lidañ dibenn ar bloaz kozh ha penn-kentañ an hini nevez.

Krennlavaroù

  • Tremenet gouel sant Andrev / Arit don ha hadit tev / Ha diwallit dirak al loened bev[1]
  • « Miz Kerzu, miz ar gouelioù / Eo miz ar gwadigennoù. »[2]
  • « Sant Nikolaz, berrañ devezh a zo er bloaz »[3]
  • « Gouel Nedeleg, paz ur c'hefeleg / Da zeiz kentañ ar bloaz, paz ur waz. »[4]
  • « Hañv-goañv betek Nedeleg / Diwar neuze 'vez goañv kalet / Ken e vezo bleuñv en haleg / Hag ac'hano goañv tenn / Ken ne savo bleuñv er spern-gwenn »
  • « An hini n'en deus ket a gig da Nedeleg / A lazh ar c'hog pe e wreg. »
  • « Da noz Nedeleg / Ne gousk den /'Met an touseg / Ha mab an den • N'eus nemet mab an den hag an touseg / Hag a gousk e noz an Nedeleg. »
  • « Dre forzh kanañ Nouel ec'h erru an Nedeleg. »
  • « Nedeleg ha gouel Yann / A laka ar bed etre div rann / Kala Ebrel ha gouel Mikeal / A laka e-leal. »
  • « Erc'h kent Nedeleg / Teil d'ar segaleg. »
  • « Nedeleg sec'h, Pask kailharek / 'Laka an arc'h da vezañ barrek / Hag an ozhac'h da vezañ bouzellek. »
  • « Pa vez da Sul deiz Nedeleg / Hadañ da lin war ar garreg / Ha da brenañ ed gwerzh da gazeg. »
  • « Pa vez loar wenn d'an Nedeleg / E vez lin mat e pep havreg. »
  • « Ur gelienenn d'an Nedeleg / A zo koulz hag ur c'hefeleg. »
  • « Kelien da Nedeleg, skorn da Bask »
  1. Andrev : 30 a viz Du.
  2. Lazhet e vez ar pemoc'h.
  3. Nikolaz : 06/12.
  4. Hiraat a ra an deiz.