IHE Wiki
Taolenn
![Ardamezioù Stuttgart](https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/3/3c/DEU_Stuttgart_COA.svg/130px-DEU_Stuttgart_COA.svg.png)
![](https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/0/01/Hauptbahnhof_Stuttgart.jpg/220px-Hauptbahnhof_Stuttgart.jpg)
Stuttgart (distaget [ˈʃtutgart] en alamaneg) eo kêr-benn Baden-Württemberg, hag unan eus kêrioù bras Alamagn. Enni ez eus war-dro 600.000 a dud o chom (Mae 2005), war-hed 207 km².
Treuzet eo kêr gant ar stêr Neckar, ha tro-dro dezhi ez eus torgennoù goloet gant koadoù ha gwiniegi.
Dont a ra anv ar gêr, Stuttgart, eus ar ger alamanek Stutengarten (a dalvez "liorzh ar c'hezeg"), abalamour, a lavarer, ma vije bet eno marchosi an dug Liudolf von Schwaben.
Diorren a reas greanterezh ar c'hirri-tan e Stuttgart, a-drugarez da dud evel Gottlieb Daimler, Carl Benz, Robert Bosch, Porsche...
Liammoù diavaez
- Lec'hienn ofisiel kêr Stuttgart
- Ofis an douristed (e meur a yezh)
- Infos an douristed
|
![]() |
Porched Alamagn – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Alamagn. |