Clinfowiki
Frazenn da gemmañ pe da vezañ tennet:
- "Komz a reer eus feiz kristen, ha mervel a rae ar verzherien gristen evit o feiz."
Abeg: daoust ha m'eo gwir ne welan ket perak e vefe kreizennet termenadur ar ger-mañ war ar feiz er gristeniezh daoust ha ma c'hell bezañ honnezh relijion bennañ Breizh rak ken gwir all e vefe skrivañ: "komz a reer eus ar feiz (relijion X), ha mervel a rae ar verzherion (relijion X) evit o feiz". E gwirionez e tennfe kentoc'h seurt frazennoù evit termeniñ ar ger "merzher" kentoc'h evit ar ger "feiz" rak n'eus liamm ret ebet etre ar feiz hag ar fed m'eo merzher unan bennak dre ma c'heller kaout feiz hep bezañ merzher. Neal (Kaozeal) 1 Du 2007 da 09:31 (UTC)