Clinfowiki
Taolenn
Neuz
Diwar-benn bloaz 33 an deiziadur juluan eo ar bajenn-mañ | |
Evit ar bloaz -33, gwelet ar bajenn : | -33 |
Evit an niver 33, gwelet ar bajenn : | 33 (niver) |
786 AUC (Ab Urbe Condita = goude diazez Kêr Roma) / 0033 PC (goude ganedigezh J.-K.)
Darvoudoù
- Impalaer : Tiber (Tiberius Caesar Divi Augusti Filius Augustus), adalek an 19 Eost 14 (>16.03.37)
- Koñsuled : L(ucius) Livius Ocella Sulpicius Galba & L(ucius) Cornelius Sulla Felix.
- Krouet gant an impalaer Tiber ur bank arouestlel e Roma.
- Enkadenn arc'hantel e Roma, abalamour da vuzulioù dizampart, da zigresk koust an douaroù, da gresk koust ar c'hred. Diouer a bezhioù moneiz zo; gwashaet eo an enkadenn gant an diouer a fiziañs hag ar brokerezh war an douaroù. Tizhet ez eus da gentañ Senedourien, marc'heien ha frankizidi binvidik. Rivinet ez eus meur a familh brientinien binvidik.
- Cunobelinos, roue an Drinovanted hag ar Gatuvellauned (c. -10/+40)
Relijionoù ha mitologiezhioù
- Heuliañ a ra ar gronologiezh da-heul an deiziadoù kristen hengounel; 30 ha 28 a c'houlakaer bezañ gwirheñveloc'h evit an darvoudoù-mañ bremañ hag a vez sellet outo evel an deiziadoù gwirion hiziv gant an darn vrasañ eus ar skiantourien.
- Sul ar Beuz, Jezuz a ya tre e Jeruzalem - Sul, 29 Meurzh
- Koan Diwezhañ - Yaou, 2 Ebrel (Yaou Gamblit)
- Jezuz kroazstaget - Gwener, 3 Ebrel (Gwener ar Groaz)
- Dasoc'hidigezh Jezuz - Sul, 5 Ebrel (Pask)
- Gorroidigezh Jezuz - Yaou, 14 Mae (Yaou Bask)
- Donedigezh ar Spered Santel - Sul, 24 Mae (Pantekost)
- Hervez an hengoun e voe krouet ar relijion kristen d'an deiz-se ma echu "marevezh prientiñ" an Iliz. Iliz reizhkredennek ar Reter hag an Iliz katolik roman a anavez an deiziadoù-se.
- Sant Pêr, Pab kentañ (diouzh hengoun an Iliz katolik roman) (gwelet 32)
Arzoù ha sevenadur
Teknikoù ha skiantoù da dalvezout
Buhez pemdez ha dudi
- Kaligula (Caius Cesar) a gemer gwreg Junia Claudilla, merc'h Marcus Silanus.
- Gaius Rubellius Plautus, mab da Gaius Rubellius Blandus ha da Claudia Julia.
- Agrippina an Henañ gwreg Germanicus, marvet en dispell war enez Pandataria (emlazh dre naonegañ).
- Gaius Asinius Gallus, intañvez Vipsania Agrippina, moarvat serc'h Agrippina an henañ (naoneget).
- Nero Caesar (arabat kemmeskañ gant an Impalaer Impalaer , mab da Germanicus ha da Agrippina an Henañ, mab-bihan advabet Tiber (naoneget).
- Drusus Caesar, mab da Germanicus ha da Agrippina an Henañ, mab advabet Tiber (naoneget).
- Marcus Aemilius Lepidus, senedour, bet koñsul e 6, tad-kaer Drusus Caesar (marv naturel)
- 3 Ebrel - Judaz Iskariot, diskibl Jezuz, lavaret bezañ en em lazhet un nebeudig amzer a-raok marv e vestr Jezuz.
- 3 Ebrel, Gwener ar groaz - Jezuz Nazaret kroazstaget (deiziad hengounel, met kentoc'h e 30 hervez an darn vrasañ eus ar skiantourien a-vremañ)