Clinfowiki
Neuz
Diwar-benn bloavezh 1939 an deiziadur gregorian eo ar bajenn-mañ.
Darvoudoù
- 3 a viz Gwengolo: penn-kentañ Emgann ar Meurvor Atlantel (1939-1945).
Europa
- 1añ a viz Genver : freuzidigezh an Emglev alaman-ha-polonat a oa bet sinet e 1934.
- 14 a viz Meurzh : aloubet Bohemia ha Moravia e Tchekoslovakia gant lu Alamagn.
- 15 a viz Meurzh : goude aloubadeg kornôg Tchekoslovakia gant an arme alaman eo savet "bro-warezet Bohemia ha Moravia".
- 22 a viz Meurzh : aloubet eo kêr lituanat Memel gant Alamagn.
- 7 a viz Ebrel : aloubet Albania gant lu Italia.
- 23 a viz Eost : sinet an emglev etre Alamagn hag URSS.
- 1añ a viz Gwengolo : aloubet eo Polonia gant lu Alamagn.
- 3 a viz Gwengolo : disklêriet ar brezel da Alamagn gant Bro-C'hall hag ar Rouantelezh Unanet.
- 10 a viz Gwenholon : disklêriet ar brezel ouzh Alamagn gant Kanada.
- 17 a viz Gwenholon : aloubet Polonia gant al Lu Ruz.
- 30 a viz Du : aloubet Finland gant al Lu Ruz.
Breizh
- 20 a viz Here : divodet eo Strollad Broadel Breizh gant gouarnamant Daladier.
- 28 a viz Here : lakaet harz war Célestin Lainé.
- 12 a viz Du : niverenn diwezhañ ar gazetenn vrezhonek Breiz.
Frañs
Spagn
- 26 a viz Genver : gant soudarded ar jeneral Francisco Franco eo kemeret Barcelona.
- 28 a viz Meurzh : kouezhañ a ra Madrid etre krabanoù ar Jeneral Francisco Franco; dibenn Brezel diabarzh Spagn.
Azia
Reter-nesañ
Reter-kreiz
Iskevandir indezat
Reter-pellañ
Afrika
Amerikaoù
Norzhamerika
Stadoù-Unanet
Suamerika
- 13 a viz Kerzu: Emgann Río de la Plata etre ar morlu breizhveuriat hag an hobregoner alaman Admiral Graf Spee.
Okeania
Arzoù ha lizhiri
Livañ
Sonerezh
Lennegezh
Sinema
Skiantoù ha politikerezh
- Dizoloadenn ar frankiom gant ar fizikourez c'hall Marguerite Catherine Perey.
Armerzh
Sport
A bep seurt/diasur
Gwelet ivez :Rummad:Ganedigezhioù 1939
Gwelet ivez:Rummad:Marvioù 1939