Clinfowiki
Taolenn
Neuz
Diwar-benn bloavezh 1660 an deiziadur juluan eo ar bajenn-mañ.
Darvoudoù
Europa
- 23 a viz C'hwevrer : Kregiñ a ra Charlez XI da rennañ bro Sveden (betek 1697).
- 11-13 a viz Ebrel: Auto de fé e Sevillia. 100 000 den a gemer perzh.
- 3 a viz Mae: Peoc'h Oliwa : Casimir V (Pologn) a ro douaroù Livonia betek an Duna d'ar Svediz ha dibab a ra chom hep ren Prusia. Ar Brandebourg a teu da vezañ Stad galloudekañ Alamagn.
- 6 a viz Even : Feur-Skrid Kopenhagen, eil varead « peoc'h an norzh » etre Sveden ha Danmark. Galloud roue danmark a zo kreñvaet. Sveden a rank reiñ en-dro da vro danmark Bornholm ha Trondhjem, bro Danmark a rank leuskel digor mont-dont bigi estrañjourien er mor baltel.
- 7 a viz Even: Marv eo Georges II Rákóczy, voïévode Transylvania.
- 27 a viz Eost: An turked a zo trec'h war kastell Petrovaradin, e Hungaria.
- Seziz kastell Nové Zámky gant an turked.
- Kannadti rusian padus e la Haye.
Breizh
Frañs
- 18 a viz Genver : Erruet eo al lez e Aix-en-Provence.
- 20 a viz Genver : Dalc'het eo Marselha gant arme ar roue.
- 11 a viz C'hwevrer : Savet e vez ar c'hastell-meur Sant-Nikolas e Marselha. Lizhiri a cheñch renad ar gêr o lakaat Marselha dindan lezhenn ar roue pa oa hi rennet gant votadegoù kêr.
- 2 a viz Meurzh : Erruet eo Loeiz XIV e Marselha.
- 5 a viz Ebrel : Turenne a zo anvet marichal jeneral.
- 9 a viz Even : Dimeziñ a ra Loeiz XIV gant Marie-Thérèse e Saint-Jean-de-Luz gant argouroù 500000 skoed aour evit diouverañs tron Bro Spagn (ne vo morse paeet). E Tolosa, evit dimeziadenn ar roue, e vez lakaet tan en un aerouant o aroueziñ an herezi.
- 26 a viz Eost : Erruet eo ar c'houblad e Pariz.
- 20 a viz Gwengolo : Distrujet e vez ar Compagnie du Saint-Sacrement gant Mazarin.
- Gwengolo : Devet e vez Les Provinciales gantañ.
Azia
- Argad an hollandiz a-enep sultan Makassar.
Afrika
Amerikaoù
Norzhamerika
- 1añ a viz Mae, Kebek: Adam Dollard des Ormeaux ha 16 eus e vignoned a zo erruet e Long-Sault ha gortoz a reont Irokezed (hag o doa diskleriet ar brezel d'ar re wenn) o vageal daveto war ar stêr Ottawa. Ne ouezont ket d'ar mare-se e oa war-dro 300 Irokez, ur seziz a zo bet warno e-pad ur sizhunvezh. Huroned ebet trowardro, mankout a ra dour ivez, distrujet eo bet ar gwasked pa darzhas ur barilhad poultr. Kouezañ a reas neuze Adam Dollard des Ormeaux hag e vignoned etre daouarn an irokezed. An nav den chomet bev a zo bet boureviet ha debret da c'houde.
- 1añ a viz Even:Krouget e vez ar c'h/quakerez Mary Dyer e Boston. Kroget an heskinoù a-enep ar c'h/quakers hag a bado betek fin ar bloavezhioù 1660.
- 15 a viz Gouhere: An indianed a Delaware a zo bet trec'het gant an holandeed e-pad brezel Esopus.
- En em staliañ a ra ar c'hallaoued e Port-au-Prince (Hispaniola).
- Termenet e vez ar sklavouriez ez-lezennel e Virjinia ha Maryland.
- Nebeutoc'h a 2000 annezad e Frañs-Nevez.
Kreizamerika
- Dislonkadenn ar menez-tan ecuadorian Pichincha o ledañ 30 cm a ludu war Quito.
- Trevadenn saozon e Belize.
Suamerika
- Brazil: Kemenn an tad António Vieira evit melestrerezh an aldeias gant ar jezuited. Taol-freuz Cachaça.
Oseania
Arzoù ha lizhiri
Livañ
Sonerezh
Lennegezh
Skiantoù
- 28 a viz Here : Savet eo ar Royal Society.
Armerzh
- Gwall eostoù en Europa abalamour d'an hin. Sec'hor e su Frañs.
- Lodenn an arme a zo kevatal e 1660 da ¾ an dispignoù e budjed an impalaerezh ottoman.
- Rusia : kreskiñ a ra ar prizioù abalamour d'ar moneiz e kouevr skignet a-vil-vern war ar marc'had ar memes feur gantañ hag an arc'hant.
A bep seurt/diasur
- 28 Meurzh : George Iañ, roue Breizh-Veur.
- 6 Ebrel : Johann Kuhnau, sonaozer alaman.
- 16 Ebrel : Sir Hans Sloane, mezeg, naturour ha teskaouer iwerzhonat a orin skosat († 1753).
- 2 Mae: Alessandro Scarlatti, sonaozer italian.
- 30 Mezheven : William Oughtred, matematikour saoz.
- 10 Here : ganedigezh Daniel Defoe.
- 7 Du : Johann Ferdinand Adam von Pernau, ornithologour aostrian († 1731).
- 4 Kerzu : André Campra, sonaozer gall.
Gwelet ivez :Rummad:Ganedigezhioù 1660
- 2 C'hwevrer : Gaston de France, dug Orléans, breur Loeiz XIII
- 10 C'hwevrer : Saül Levi Morteira, kefredour yuzev a Amsterdam (° 1599 e Venezia)
- 17 Meurzh : François VI, dug La Rochefoucauld, skrivagner gall (° 15 Kerzu 1613)
- 26 Meurzh : Jodelet, aktor gall.
- 6 Eost : Diego Vélasquez, livour spagnoleg.
- 14 Eost : Marie de Mantoue, italianez, gwreg an dug Charlez III a Mayenne (° 29 Gouere 1609, 51 bloaz)
- 12 Gwengolo : Jacob Cats, barzhonegour ha politikour nederlandeg.
- 27 Gwengolo : Vincent de Paul, belleg c'hall santelaet.
- 4 Here : Francesco Albani, anvet l’Albane, livour italian.
- 6 Here : Paul Scarron, skrivagner pezhioù-c'hoari gall (° 1610).
- 3 Kerzu : Jacques Sarrazin, kizeller gall.
Gwelet ivez:Rummad:Marvioù 1660