The US FDA’s proposed rule on laboratory-developed tests: Impacts on clinical laboratory testing

Kemmañ al liammoù

Ul lodenn eus ur raktres kaset da benn gant Lise Diwan Karaez eo ar pennad-mañ.


Krouet eo bet ar bajenn-mañ gant ul lisead·ez. Evit gouzout hiroc'h, kit da welet amañ. Gallout a rit reizhañ ar pennad, met evit mad ar raktres e vefemp plijet mar rofec'h hoc'h ali diwar al labour (hag a vo priziet) bet graet gant al lisead·ez ; grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.


  • Pa vo bet bet kaset ar raktres da bennvat ha goude ma vo bet reizhet ar pennad e vo mat tennañ kuit ar patrom-mañ.
Scarlett Johansson
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhStadoù-Unanet Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denScarlett Johansson Kemmañ
Anv ganedigezhScarlett Ingrid Johansson Kemmañ
Anv-bihanScarlett, Ingrid Kemmañ
Anv-familhJohansson Kemmañ
Deiziad ganedigezh22 Du 1984 Kemmañ
Lec'h ganedigezhManhattan Kemmañ
TadKarsten Olaf Johansson Kemmañ
MammMelanie Sloan Kemmañ
Breur pe c'hoarVanessa Johansson Kemmañ
PriedColin Jost Kemmañ
Kompagnun(ez)Colin Jost Kemmañ
BugelRose Dauriac Kemmañ
Yezh vammsaozneg SUA Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg SUA, saozneg Kemmañ
Bet war ar studi eProfessional Children's School, Lee Strasberg Theatre and Film Institute, P.S. 41 Kemmañ
Deroù ar prantad labour1994 Kemmañ
Strollad politikelStrollad Demokratel Kemmañ
Strollad etnekAchkenazed Kemmañ
Relijionyuzevegezh Kemmañ
Liv an daoulagadgreen Kemmañ
HandednessKleizard Kemmañ
Benveg sonerezhmouezh Kemmañ
PladennrolladurScarlett Johansson discography Kemmañ
FilmographyScarlett Johansson filmography Kemmañ
Anvet diwarScarlett O'Hara Kemmañ
Ezel eusAkademiezh Arzoù ha Skiantoù ar Fiñvskeudenniñ Kemmañ
Tachennsonerezh pop Kemmañ
Label sonerezhAtco Records Kemmañ
Bet kinniget evitAcademy Award for Best Actress, Academy Award for Best Supporting Actress, BAFTA Award for Best Actress in a Leading Role, BAFTA Award for Best Actress in a Leading Role, BAFTA Award for Best Actress in a Supporting Role Kemmañ
Scarlett Johansson e 2019
Scarlett e 2003
Scarlett Johansson, pa oa 25 bloaz

Scarlett Ingrid Johansson, ganet d'an 22 a viz Du 1984 e New York, a zo un aktourez ha kanourez stadunanat. Bet e oa bet an aktourez paeet an uhelañ abaoe 2018, meur a wech eo bet lakaet e listenn ar Forbes Celebrity 100. Brudet eo abaoe kemeret perzh er film The Horse Whisperer e 1998.

Buhez

Ganet eo Scarlett Marie Johansson e New York eus un tad, Karsten Johansson, ur saver tier eus Danemark, hag ur vamm Melanie Sloan, produktour eus Polonia. He zad-kozh, Ejner Johansson e oa ur skriver senario ha sevener. Scarlette 'zo geveled gant Adrian. He deux ivez ur c'hoazh hag ur breur, Vanessa aktourez ha Adrian aktour ivez. Ha Christian, ur breur all ganet eus un tad disheñvel.

Kroget he devoa gant he micher aktourez da eizh vloaz o c'hoari e Sophisty war leurenn Broadway. Goude e c'hoari en he film kentañ L'irrésistible North gant Rob Reiner e 1994. Kenderc'hel a ra goude da gemer perzh e nebeut filmoù all met hep bezañ c'hoazh anavezet. N'eo ket nemet e 1998 pa c'hoari Scarlett e The Horse Whisperer gant Robert Redford ha Kristin Scott Thomas hag e c'hounez ur Young Star Award roet gant ar gelaouenn The Hollywood Reporters. Gant Lost In Translation e vez gounezet ganti priz an aktourez wellañ eus ar bloaz 2003 o c'hoari en ur c'homedi pe ur film muzikal. Abaoe e c'haller gwelout anezhi e meur a film evel La Jeune Fille à la Perle, En Bonne Compagnie, Love Song gant John Travolta, The Island, Scoop, Le Dalhia Noir ha kalz reoù all ...

Sonerezh

E miz C'hwevrer 2007

E 2005 e oa Scarlett da gemer perzh en ur pezh-c'hoari brudet, La Mélodie du Bonheur an anv anezhañ, met roet e oa bet ar roll da g-Connie Fisher a-benn ar fin. Neuze e 2006 e soñjas Scarlett kanañ er bladenn Unexpected Dreams – Songs From The Stars kanet gant meur a aktour all. Adkemer a reas ar ganaouenn Summertime gant George Gershwin.

E 2007 ec'h enrollas kanaouennoù gant Tom Waits en he fladenn anvet Anywhere I Lay My Head a voe embannet d'ar 7 a viz Here 2007.

Bremañ he deus Scarlett savet ur bladenn, Break Up gant Pete Yorn enrollet e penn kentañ 2009.

Bruderezh

Goude ar sonerezh, ar sinema, setu bremañ Scarlett hag ar bruderezh. Enrollañ a ra un nebeut hini evit ar c'hwezh-vat Eternity Moment gant Calvin Klein. Met n'eo ket nemet se, pozañ a ra Scarlett ivez evit skritelloù a bep seurt.
E 2006 e krou Scarlett gant Reebok ur merk nevez : Scarlett 'Hearts' Rbk. Ur merk votoù-sport war ar marc'had abaoe miz Meurzh 2007.

Keñveriñ a ra Scarlett gant meur a gevredigezh : Louis Vuitton e 2005, L'Oréal e 2006, Moët & Chandon, Dolce & Gabbana ha Mango e 2009.

Roll filmoù

Prizioù

  • YoungStar Awards 1998 evit he c'hemer perzh e-barzh The Horse Whisperer
  • Toronto Film Critics Association Award 2001 evit an eil gwellañ roll e-barzh Ghost World
  • Chlotrudis Awards 2002 – Eil gwellañ roll e Ghost World
  • Young Artist Awards 2002 – Gwellañ kasadenn hollek evit American Rhapsody
  • Young Artist Awards 2002 – Gwellañ aktourez evit American Rhapsody
  • Festival du Film de Venise 2003Upstream Prize evit an aktourez wellañ e Lost in Translation
  • Boston Society of Film Critics Awards 2003 – Gwellañ aktourez evit Lost in Translation
  • Hollywood Film Festival 2003 – Diskuliadenn ar bloaz
  • BAFTA Awards 2004 – Gwellañ aktourez evit Lost in Translation
  • Los Angeles Film Critics Association Awards 2004 – Kasadenn wellañ ar bloaz evit Lost in Translation
  • Festival International du Film de Palm Springs 2004 Gwellañ den brudet gant un amzer da zont evit Lost in Translation

Pladennoù

  • 2007 – Anywhere I Lay My Head
  • 2009 – Break Up

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.