The US FDA’s proposed rule on laboratory-developed tests: Impacts on clinical laboratory testing

Kemmañ al liammoù

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Repiblik d'Ayiti
République d'Haïti
Banniel Haiti Ardamezioù Haiti
Banniel Ardamezioù

  • ██ Lec'hiadur e Kreizamerika

  • Kan broadel La Dessalinienne
    Yezh ofisiel Galleg
    Kreoleg Haiti
    Kêr-benn Pòtoprens
    Gorread
    • hollad
    • % dour

    27 750 km²
    0,7
    Poblañs
    • Hollad
    • Stankter

    7 527 817 (2003), 11,1 milion (brasjedet e 2019)
    271/km²
    Prezidant
    Kentañ ministr
    Gouel broadel 1añ a viz Genver
    Moneiz Gourde (HTG)
    Kod pellgomz 509
    Kenrouedad .ht

    Ur stad e kornôg enez Hispaniola er C'harib eo Republik Haiti (Repiblik d'Ayiti e kreoleg, République d'Haïti e galleg, div yezh ofisiel ar vro). Pòtoprens (Port-au-Prince) eo he c'hêr-benn.

    Ar bobl taino a oa o vevañ en enezenn pa erruas Kristol Goulm e 1492. Un drevadenn spagnol a zeuas da vezañ, ha gall diwezatoc'h. Krouet e voe Republik Haiti e 1804 goude trec'h sklaved ha tud a liv dieub war lu Napoleone Buonaparte e emgann Vertières e 1803. Paour ha feuls e vezas ar vro a-hed an XIXvet kantved ha XXvet kantved, e dalc'h ar re Duvalier ha Jean-Bertrand Aristide da skouer. Goude ar c'hrenndouar e 2010 e klask ar vro gwrizienniñ an demokratelezh.

    Ezel ar Broadoù Unanet, Aozadur Stadoù Amerika, Kevredigezh Stadoù ar C'harib, Aozadur Etrebroadel ar Frankofoniezh, ar Font Moneizel Etrebroadel, Aozadur Bedel ar C'henwerzh ha Kumuniezh Amerika Latin ha Stadoù ar C'harib eo.

    Douaroniezh

    War unan eus peder enezenn a ya d'ober an Antilhez Brasañ emañ Haiti, er Mor Karib. Ar vro zo 27 750 km2 enni, da lavaret eo an teir eizhvedenn eus enez Hispaniola, ar Republik Dominikan emañ el lodenn reter. E kôrnog Haiti emañ Kuba ha Jamaika, en norzh emañ ar Bahamas hag Inizi Turks ha Caicos.

    Istor

    Enez Hispaniola (tainoeg: Quisqueya) a oa un drevadenn eus Impalaeriezh trevadennel Spagn, ha goude un drevadenn c'hall pinvidik abalamour da greantelezh ar sukr hag an indigo. Kalz sklaved a oa bet digaset eus Afrika. E-pad Dispac'h Haiti, trech e voe Jean-Jacques Dessalines e Emgann Vertières e 1803. Disklêriet e voe dizalc'hidigezh ar vro d'ar 1 a viz Genver 1804. Gouzalc'het e voe ar vro gant Stadoù-Unanet Amerika eus 1915 betek 1934.

    Politikerezh adalek 1954

    Ar Duvalier tad ha mab (François Duvalier ha Jean-Claude Duvalier) a stalias un diktatouriezh etre 1954 ha 1986. Goude-se e voe prezidant Jean-Bertrand Aristide ha René Préval.

    Michel Martelly a voe prezidant etre 2011 ha 2016. Jovenel Moïse emañ e penn ar stad etre 2016 ha 2021 pa eo drouklazhet.

    Gwelet ivez


    Commons
    Commons
    Muioc'h a restroù diwar-benn

    a vo kavet e Wikimedia Commons.