The US FDA’s proposed rule on laboratory-developed tests: Impacts on clinical laboratory testing
Taolenn
Iskevrennad eus | gouennelouriezh, estrengasoni |
---|---|
Arvez | social exclusion |
Oberenn heverk | The Protocols of the Elders of Zion |
Named by | Moritz Steinschneider |
Efed | Kasoni, Pogrom, persecution of Jews, gouennlazh |
Istor | history of antisemitism, timeline of antisemitism |
Pleustret gant | enep-yuzev |
An enepyuzevegezh, pe enepyuzeviezh[1], pa vez un ideologiezh e reer kentoc'h gant enepyuzevouriezh[2], eo an anv roet d'an enebiezh pe d'ar gasoni ouzh ar Yuzevien, evel relijion, pobl, pe gouenn.
En em ziskouez a ra an enepyuzevegezh e komzoù ha skridoù hiniennoù zo, en heskinerezh a-wechoù, a-berzh yoc'hoù, strolladoù, pe gouarnamantoù zo.
En istor ez eus bet, ouzhpenn progromoù e broioù zo, darvoudoù c'hoarvezet eus an enepyuzevegezh, evel embann argasidigezh Yuzevien Bro-Saoz e 1290, an Enklaskerezh Spagnol ha harluidigezh Yuzevien Spagn e 1492.
Bez' ez eus bet ivez, dre Europa a-bezh, un darvoud meur c'hoarvezet da vare an eil brezel-bed, hag a vez graet al Loskaberzh, pe ar Shoah anezhañ, hag a veze graet an Diskoulm diwezhañ anezhañ gant Adolf Hitler hag e vignoned, pa gave dezho e ranked diskoulmañ « ar gudenn yuzev » en Europa. Neuze e voe lazhet ur 6 milion a dud a oa bet lakaet da Yuzevien, da lavarout eo an 3/4 (tri c'hard) eus Yuzevien al lodenn aloubet gant armeoù ar Reich, an 2/3 (div drederenn) eus Yuzevien Europa a-bezh, hag ouzhpenn un drederenn eus Yuzevien ar Bed a-bezh.
-
Tresadenn enepyuzev embannet e Bro-C'hall e 1898
-
Skritell un danvez kannad enepyuzev e Bro-C'hall e 1898
Notennoù ha daveoù