The US FDA’s proposed rule on laboratory-developed tests: Impacts on clinical laboratory testing

Ur pennad Constanza Kastilha zo ivez.
Constanza Manuel de Villena, hervez ul levr-skol.

Constanza Manuel de Villena (Castillo de Garcimuñoz 1316- Santarém (Portugal) 13-11-1345) a oa un infantez eus rouantelezh Aragon, hag a zeuas da vout Rouanez Kastilha, ha pried d'an infant Pedro Iañ Portugal.

He buhez

Merc'h e oa d'an infant Don Juan Manuel, eus Kastilha, priñs Villena (en Aragon), ha d'an infantez Constanza Aragon, a oa merc'h da Jaime II, roue Aragon.

Nav bloaz e oa e 1325 pa voe dimezet gant he zad da Alfonso, infant Kastilha, ha ne oa nemet pevarzek vloaz, met en oad da zimeziñ hervez al lezenn. Aprouet e voe an dimeziñ gant Cortes Valladolid (28-11-1325), met re yaouank e oa an infantezig ha ne voe ket sevenet an eured goude ma rae Constanza gant an titl a Rouanez Kastilha en he lizhiri d'he zad-kozh Jaime II Aragon.

En 1327 e voe torret an dimeziñ gant Alfonso XI a glaske dimeziñ d'an infantez María, merc'h da Afonso IV, roue Portugal, dre abegoù politikel. Neuze e voe bac'het Constanza e kastell Toro (Zamora) dindan evezh he matezh Teresa.

Don Juan Manuel a c'houlennas e verc'h en-dro digant ar roue Alfonso XI, ha hennezh a nac'has plegañ. Don Juan Manuel a zisklêrias ar brezel da Alfonso XI hag a-benn ar fin e plegas roue Kastilha en 1328 goude sinet ar peoc'h.

Don Juan Manuel a brometas he dorn en 1331 da bennhêr Portugal, an infant Pedro, a renas goude evel Pedro Iañ Portugal. Dre ma oa bac'het Constanza en Castillo de Garcimuñoz, e timezas Pedro dezhi dre hanterouriezh en Castillo de Garcimuñoz (28-3-1336). Goude-se, ur wech aotreet gant ar roue Alfonso da veajiñ da vont da Portugal, ec'h euredas en Lisboa d'ar 24 a viz Eost 1339.

E-touez he c'hoskor edo an itron Inês de Castro, eus Galiza, a orgedas ar roue Pedro outi, ma timezas dezhi e kuzh goude goude marv Constanza.

Tri bugel he doe Constanza gant an infant Pedro:

Un nebeud deizioù goude genel he zrede bugel, d'an 13 a viz Du 1345, e varvas Constanza en Santarem. Beziet e voe en kouent San Francisco de dicha ciudad portuguesa[1].

Levrlennadur

  • PRETEL MARÍN, Aurelio. Don Juan Manuel, señor de la llanura. Albacete, 1982.
  • PRETEL MARÍN, Aurelio. El señorío de Villena en el siglo XIV. Albacete, 1998. ISBN 84-87136-86-9
  • SALAS PARRILLA, Miguel. Alarcón, Belmonte y Garcimuñoz. Tres castillos del señorío de Villena en la provincia de Cuenca. Madrid, 1997. ISBN 84-607-2598-7

Notennoù

  1. Ricardo Arco y Garay, Sepulcros de la Casa Real de Castilla, Madrid: CSIC, 1954, p. 282.