Practical Applications of a SDMS (Scientific Data Management System)

Diagram a ziskouez urzh dourredennoù Strahler

E matematik, niver Strahler pe niver Horton–Strahler ur wezenn vatematek zo ur muzul niverel eus kemplezhded he brankadur.

Implijet eo bet an niveroù-se da gentañ en hidrologiezh gant Robert E. Horton hag Arthur Newell Strahler. En degouezh-se e vezont anvet urzh dourredennoù Strahler hag implijet e vezont da dermeniñ ment an dourredennoù hervez hierarkiezh an adstêrioù. Implijet e vezont ivez e dielfennadur ar reizhadoù L hag ar frammoù biologel hierarkel e-giz reizhad analañ ha reizhad gwazhied ar gwez hag al loened, evit gouestlañ plas er rejistr e kompiladur ar yezhoù programmiñ a live uhel hag e dielfennadur ar rouedadoù sokial. Diorroet ez eus bet reizhadoù all da urzhiañ an dourredennoù gant Shreve[1][2], Hodgkinson et al.[3]. Ur geñveriadenn eus reizhadoù Strahler ha Shreve gant stadegoù, war un dro gant un dielfennadur eus hirderioù an dourredennoù/liammoù, zo roet gant Smart[4].

En hidrografiezh

An niver Strahler zo 1 evit an holl dourredennoù etre o eienennoù hag o c'hemberadur kentañ[5].

Gwrizienn un dourredenn zo ar c'hemberadur el lec'h ma koll an dourredenn-se hec'h anv, da lâret eo, evit ur stêr vras, he genoù. Urzh un diazad doureier zo hini e zourredenn bennañ[5]. Gallout a ra ar rummatadur depantoud eus skeuliad ar gartenn implijet[6],[7].

Rummatadur an dourredennoù gant niver Strahler zo heverk-kenañ da gemer e kont framm ha stankder ar rouedad hidrografek[8]. Melezouriñ a ra kemmusted an degouezhioù hervez an douaroniezh (da skouer : hervez an hedreuzded eus substrad reier an diazad doureier) hag ar glavmetriezh dre e liamm strizh gant ar c'hementad dour kaset war c'horre an douar e-pad ar prantadoù kas bras[8].

Niver Strahler a dizh :

Talvoud e genoù an dourredenn
Anv Niver
Stêr Strahler[9] Shreve
Amazon 12 29 d’an nebeutañ
Mississippi 10 23 d’an nebeutañ
Nil 10 22 d’an nebeutañ
Ron 9 20 d’an nebeutañ
Garonne 9 16 d’an nebeutañ
Yenisey 8 18 d’an nebeutañ
Danav 8 15 d’an nebeutañ
Liger 8 16 d’an nebeutañ
Kongo 7 18 d’an nebeutañ
Indus 7 19 d’an nebeutañ
Mekong 7 19 d’an nebeutañ
Roen 7 18 d’an nebeutañ
Seine 7 16 d’an nebeutañ
Adour 7 14 d’an nebeutañ
Dordogna 7 14 d’an nebeutañ
Meuse 7 14 d’an nebeutañ
Aar 6 17 d’an nebeutañ
Oise 6 16 d’an nebeutañ
Tavoez 5 11 d’an nebeutañ
Tibre 5 9 d’an nebeutañ
Marne 5 14 d’an nebeutañ
Lot 5 13 d’an nebeutañ

Liamm diavaez

Notennoù

  1. Shreve, R.L., 1966. "Statistical law of stream numbers", Journal of Geology 74, 17–37.
  2. Shreve, R.L., 1967. "Infinite topologically random channel networks", Journal of Geology 75, 178–186.
  3. Hodgkinson, J.H., McLoughlin, S. & Cox, M.E. 2006. "The influence of structural grain on drainage in a metamorphic sub-catchment: Laceys Creek, southeast Queensland, Australia", Geomorphology, 81: 394–407.
  4. Smart, J.S. 1968, "Statistical properties of stream lengths", Water Resources Research, 4, No 5. 1001–1014
  5. 5,0 ha5,1 André Musy, Christophe, Higy, Hydrologie, Une science de la nature, Lausanne, 2004, pp.88 ha 89, (ISBN 2-88074-546-2).
  6. Denis Mercier, Géomorphologie de la France, Paris, 2013, p 248, (ISBN 978-2-10-059706-2).
  7. Réseau hydrographique : ordre des cours d’eau pour le réseau hydrographique numérique au 1:25 000 de la Suisse, www.bafu.admin.ch.
  8. 8,0 ha8,1 "Typologie des cours d’eau de France métropolitaine", p. 12, Cemagref.
  9. Colbert E. Cushing, Kenneth W. Cummins, G. Wayne Minshall, River and Stream, Londrez, 2006, p. 390, (ISBN 0-520-24567-9)