Knowledge Base Wiki

Search for LIMS content across all our Wiki Knowledge Bases.

Type a search term to find related articles by LIMS subject matter experts gathered from the most trusted and dynamic collaboration tools in the laboratory informatics industry.


Zuid-HollandNoord-HollandFrizGroningenDrentheFlevolandOverijsselGelderlandUtrechtLimburgNoord-BrabantZeeland

Zeeland (pe Zeland a-wechoù e brezhoneg, da lavarout eo bro ar mor) zo unan eus 12 proviñs a ya d'ober an Izelvroioù, e mervent ar vro, stok ouzh Belgia.

Douaroù hag inizi

Ur vro inizi ha ledenezi eo ha sed o anvioù:

Met ul lodenn all a zo, ha n'eo ket nag un enezenn nag ul ledenez, anvet Zeeuws Vlaanderen, Flandrez zelandat. Betek 2003 n'halled ket mont di dre zouar eus an Izelvroioù all hep tremen dre Velgia. Abaoe ez eus un hent dindan vor adalek Terneuzen betek Borsele, da stagañ ar broviñs ouzh ar peurrest eus ar vro.

Tud ha kêrioù

Middelburg eo kêr-benn ar broviñs. Vlissingen ha Terneuzen zo porzhioù. Ar c'hêrioù bras all eo Hulst, Goes ha Zierikzee. 380 000 a dud zo er broviñs.

Istor

Zeeland a veze sachet etre kontelezhioù Holland ha Flandrez, er Grennamzer, betek ar bloaz 1299, pa varvas diwezhañ kont Holland, ha pa deuas konted Hainaut da deurel o c'hrabanoù warni. Goude se e voe tro konted Bavaria ha Bourgogn d'ober kemend-all.

Goude 1585 ez eas Zeeland evel ar 7 proviñs dizalc'h, d'ober an Izelvroioù.

Rannyezhoù

En darn vrasañ eus ar broviñs e komzer rannyezhoù zelandek hag en Hulst e komzer ur rannyezh flandrezek. Da goll ez a ar rannyezhoù er c'hêrioù bras e-touez ar re yaouank met 60 % eus an dud a ra ganto c'hoazh.

Stourm ouzh ar mor

Labourioù bras zo bet da stagañ ar peder enezenn hag al ledenez vrasañ kenetrezo ha da ziwall an douaroù diouzh ar mor, hag int douaroù izeloc'h eget ar mor alies.

Kumunioù Zeeland

Kumunioù Zeeland
  1. Borsele
  2. Goes
  3. Hulst
  4. Kapelle
  5. Middelburg
  6. Noord-Beveland
  7. Reimerswaal
  8. Schouwen-Duiveland
  9. Sluis
  10. Terneuzen
  11. Tholen
  12. Veere
  13. Vlissingen

Pennadoù kar

Meskaj a vez a-wechoù gant doareoù-skrivañ disheñvel : sellout ouzh Zeeland (disheñvelout), Seeland, Sealand.
Diwar anv proviñs izelvroat Zeeland eo e teu anv Zeland-Nevez.

Porched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù.