Type a search term to find related articles by LIMS subject matter experts gathered from the most trusted and dynamic collaboration tools in the laboratory informatics industry.
Tripura (ত্রিপুরা e banglaeg) zo unan eus stadoù bihanañ India, gant ur gorread 10 492 km². Er bloavezh 2001 e oa 3 191 168 a dud o chom e Tripura. Agartala eo ar gêr-benn. En-dro da Dripura emañ stadoù Asam ha Mizoram er biz, ha Bangladesh a bep tu a-hend-all.
Teir yezh ofisiel zo er stad : ar banglaeg, komzet gant an div drederenn eus an dud, ar yezh kokborok (unan eus ar yezhoù bodek), komzet gant ur c'hard eus an dud, hag an hindieg.
Etre 1909 ha 1947 e oa Tripura ur briñselezh indian e dalc'h Breizh-Veur. E miz Here 1949 e voe unanet ar briñselezh-se ouzh India, nevez-dizalc'h, ha lakaet e stad Asam. Dont a reas da vezañ unan eus tiriadoù Unaniezh India e 1963 hag ur stad anezhi hec'h-unan e miz Genver 1972.
Stadoù ha tiriadoù India | |
---|---|
Stadoù | Andhra Pradesh • Arunachal Pradesh • Asam • Bihar • Chhattisgarh • Goa • Gujarat • Haryana • Himachal Pradesh • Jharkhand • Karnataka • Kerala • Kornôg Bengal • Madhya Pradesh • Maharashtra • Manipur • Meghalaya • Mizoram • Nagaland • Orisa • Panjab • Rajasthan • Sikkim • Tamil Nadu • Telangana • Tripura • Uttarakhand • Uttar Pradesh |
Tiriadoù an Unaniezh | Inizi Andaman ha Nikobar • Chandigarh • Dadra ha Nagar Haveli ha Daman ha Diu • Delhi • Jammu ha Kachmir • Ladakh • Lakshadweep • Puducherry |