Knowledge Base Wiki

Search for LIMS content across all our Wiki Knowledge Bases.

Type a search term to find related articles by LIMS subject matter experts gathered from the most trusted and dynamic collaboration tools in the laboratory informatics industry.

Kemmañ al liammoù
The Doors
Jim Morrison, kaner ar strollad

Bro orin Stadoù-Unanet
Doare(où) Acid rock
Blues-rock
Rock psikedelek
Bloavezhioù oberiant Eus 1965 da 1973
Label(ioù) Elektra Records
Lec'hienn ofisiel thedoors.com

Izili Jim Morrison
Robby Krieger
Ray Manzarek
John Densmore

The Doors a oa ur strollad rock stadunanat savet e miz Gouere 1965 e Los Angeles, Kalifornia ha divodet e 1973, daou vloaz goude marv e ganer Jim Morrison.

Daoust d'e vuhez berrbad a-walc'h ez eo The doors unan eus strolladoù heverkañ istor ar rock, ha levezonet ez eus bet un toullad arzourien gant e sonerezh. Brudet-kenañ e-pad o bloavezhioù oberiant a-drugarez da ditloù evel Break On Through pe Light My Fire e teuas ar pevar soner da vezañ brudetoc'h c'hoazh goude ma voe divodet ar strollad, gant an azeulerezh hag ar vojenn a savas en-dro da Jim Morrison, barzh ha kaner leun a garism. Buhez diroll ha marv abred ar c'haner-se a voe lodek e krouidigezh ar vojenn hag an azeulerezh a savas da heul e varv.

Ar sonerien

Istor

Savet e voe The Doors e 1965 goude ur gejadenn etre Jim Morrison ha Ray Manzarek, daou zen diplomet eus an UCLA. Kanet en doa Morrison un nebeud kanaouennoù evit Manzarek, Moonlight Drive ha reoù all. Bez' oa Manzarek e-barzh ur strollad all dija (Rick and The Ravens), pa oa Krieger ha Densmore o seniñ gant The Psychedelic Rangers, met anavezout a rae an daou-mañ Manzarek dre vignoned boutin dezho.

Evit ar re a blij The Doors dezhe, e teue an hoal pennañ eus ar c'homzoù skrivet gant Jim Morrison. A-hend-all : ar son jazzy gant Densmore, mailhoni ha saouzanidigezh degaset gant klavier Ray Manzarek (dre ma sone gitar-boud gant e zorn kleiz ha piano gant e zorn all), ha stil ar gitarour Robby Krieger gant levezonoù a-bep seurt, sort d'ar flamenco, ar sonerezh indian, ar blues hag ar gitar klasel : an holl draoù-se a ya d'ober ur stil hag ur son hep e bar.

Orin anv ar strollad

Dont a ra an anv « The Doors » eus titl ul levr bet skrivet gant Aldous Huxley, The Doors of Perception, amprestet a-raok c'hoazh digant ur barzh eus an XVIIIvet kantved, William Blake : « If the doors of perception were cleaned, everything would appear as it is: infinite » (« Mar befe naetaet dorioù ar merzout, en em ziskouezfe pep tra d'an den evel m'emañ e gwirionez : divevenn. »)