Type a search term to find related articles by LIMS subject matter experts gathered from the most trusted and dynamic collaboration tools in the laboratory informatics industry.
RWS GmbH (Rheinisch-Westfälischen Sprengstofffabriken) zo un embregerezh alaman munisionoù chase, biatlon ha sportoù tennañ diazezet e Fürth (Bavaria).
E 1855 e krogas Heinrich Utendoerffer da sevel emorsoù en e labourva e Nürnberg. E 1889 e voe adprenet e stal gant an embregerezh Rheinisch Westfälische Sprengstoff-Actien-Gesellschaft ha savet un uzin e Fürth, nepell alese.[1] Da vare ar Brezel-bed Kentañ e teuas RWS da vezañ ur produer emorsoù a bouez.
E 1931 e voe adprenet gant Dynamit Nobel AG. Daou galibr kartouchennoù chase evit ar fuzuilhoù Gewehr 98 a voe ijinet gant August Schüler ha produet gant RWS adalek ar bloavezhioù 1930 : ar 6,65 × 68 RWS hag an 8 × 68 S. Bombezet e voe an uzinoù en Eil Brezel-bed abalamour ma produe RWS kartouchennoù evit an arme alaman. Nebeud a zistruj a voe avat hag e kendalc'has ar produiñ betek 1945.
Abaoe fin ar brezel e vez produet kartouchennoù chase ha tennañ gant RWS. Perzh eo bremañ eus ar strollad Beretta Holding. Ar strollad RWS GmbH a brodu munisionoù dindan anvioù merkoù all (Geco, Rottweil) pe reduered-son evit an armoù dindan ar merk Hausken.[2]
War-dro 1500 den a labour bremañ evit an embregerezh e Fürth. 100 devezh-arat eo gorread al lec'h-produiñ-se. 35 stand tennañ a gaver war al lec'h da esaeañ ar munisionoù produet.[1]
Gant ar merk e vez pourvezet ha sponsorizet sportourien pe skipailhoù tennañ, en o zouez[4] :