Type a search term to find related articles by LIMS subject matter experts gathered from the most trusted and dynamic collaboration tools in the laboratory informatics industry.
Ur pakad eizh bit eo a anver eizhbit en urzhiataerezh, da lavaret eo ul liesbit (byte e saozneg) 8 bit ennañ.
Unanenn ar sifroù en niveriñ diazez daou eo ar bit : 20 = 1, kentañ talvoudegezh goude 0 er reizhiad daouredel (diazez 2).
Pa ne c'hall ur bit bezañ kevatal nemet da 0 pe da 1 e c'hall un eizhbit kemer forzh pe dalvoudegezh etre 00000000 ha 11111111.
Ur pouez a roer da bep bit un eizhbit, hervez e c'halloud er reizhiad daouredel : ar bit gwanañ a dalvez 20, ar bit kreñvañ o vezañ an hini kentañ war an tu kleiz – ar bit muiañ pouez a reer anezhañ[1] ; kement ha 27 eo e bouez.
Bez' e c'heller treiñ pouez un eizhbit er reizhiad dekredel (diazez 10) hervez an daolenn amañ da heul :
bit 8 |
bit 7 |
bit 6 |
bit 5 |
bit 4 |
bit 3 |
bit 2 |
bit 1 | |
---|---|---|---|---|---|---|---|---|
Pouez daouredel | 27 | 26 | 25 | 24 | 23 | 22 | 21 | 20 |
Pouez dekredel | 128 | 64 | 32 | 16 | 8 | 4 | 2 | 1 |
bit 8 |
bit 7 |
bit 6 |
bit 5 |
bit 4 |
bit 3 |
bit 2 |
bit 1 | |
---|---|---|---|---|---|---|---|---|
128 | 64 | 32 | 16 | 8 | 4 | 2 | 1 | |
192 | 1 | 1 | 0 | 0 | 0 | 0 | 0 | 0 |
168 | 1 | 0 | 1 | 0 | 1 | 0 | 0 | 0 |
22 | 0 | 0 | 0 | 1 | 0 | 1 | 1 | 0 |
150 | 1 | 0 | 0 | 1 | 0 | 1 | 1 | 0 |
Pa skrivit ar chomlec'h 192.168.22.150 en ho merdeer ez eo ar pevar eizhbit 11000000.10101000.00010110.10010110 a zo kaset d'ar gwazer.
Ne c'haller treiñ nemet an niveroù dekredel etre 0 ha 255 en un eizhbit. Evit ober kement-se ez eo trawalc'h c'hoari gant pouez pep bit. Da skouer :
Mard eo ar bit elektron an hollved niverel ez eo an eizhbit an atom anezhañ. Implijet e vez war kement live a zo er stlenneg : en ho urzhiataer, en ardivink a zo etre ho urzhiataer hag ho rouedad pellgehenterezh, etre ar rouedad-se ha hini an Internet, betek e diabarzh urzhiataerioù bras a herberc'h Wikipedia evidoc'h. Setu amañ un nebeudig eus an traoù a dremen dre eizhbitoù en ho puhez niverel :
> Perak 1024 ha n'eo ket 1000 evel evit ar gorreadoù, da skouer ? Abalamour ma talvez 1024 kement ha 210, evel-just : daouredel da vat eo bed an urzhiataerezh betek-henn.
Ar bit (20) a oa e penn kentañ ar bed niverel ; buan eo deuet re bounner da embregiñ, alese krouadur an eizhbit (23). Setu an eizhbit deuet re bounner d'e dro, pa ne baouez ket an ezhommoù ag eñvor hag a dizh da greskiñ, setu emeur o klask sevel ur reizhiad nevez a vije diazezet war ar *c'hwezekbit (24) pe uheloc'h. Marteze ivez e tremenor d'ur reizhiad pevaredel pe uheloc'h.