Type a search term to find related articles by LIMS subject matter experts gathered from the most trusted and dynamic collaboration tools in the laboratory informatics industry.
Graet e vez Oadvezh Shōwa eus ren an impalaer Hirohito adalek 1926 betek 1989, goude hini an impalaer Taishō. Ar ren hirañ e voe en Istor Japan[1]. E-pad ugent bloavezh kentañ e ren e savas al luskad broadelour radikal, ha meur a vrezel emledelour a voe. Goude bout bet faezhet en Eil Brezel-bed e voe dalc'het Japan gant Stadoù estren evit ar wezh kentañ en Istor ; pelloc'h e savas en-dro evel unan eus ar galloudoù armerzhel pennañ er bed[2].
Moustret e oa bet luskadoù politikel an tu-kleiz e diwezh ar Marvezeh Taishō, ha buan e voe graet berzh gant strolladoù eus an tu-dehou levezonet gant ar faskouriezh[3]. Galloudus e oa an tu-dehou pellañ koulz er gouarnamant hag er gevredigezh, dreist-holl a-drugarez da Arme Kantōgun (関東軍 Kantō-gun), a oa kantonet e Sina a-hed an hent-houarn japanat e Manchouria ar Su[4].
D'an 18 a viz Gwengolo 1931, un ofiser japanat eus an tu-dehou pellañ a lakaas dinamit da darzhañ war an hent-houarn, hep freuzañ tra ebet avat. Goude bezañ tamallet Sinaiz, arme Bro-Japan a aloubas Manchouria kent staliañ eno ur Stad dezhi, Manchukuo (満州国 Manshū kuni), d'an 18 a viz C'hwevrer 1932, hep aotre ebet a-berzh o gouarnamant. Taolet e voe ar garez etrebroadel war Japan, en em dennas diouzh Kevredigezh ar Broadoù e miz Meurzh 1933.[5]
Ar Pennmaodiern Tsuyoshi Inukai (1855-1932) a glaskas krennañ war galloud Arme Kantōgun, met drouklazhet e voe d'ar 15 a viz Mae 1932 gant tud eus an tu-dehou pellañ. Dre ma oa kreñvoc'h-kreñvañ enebiezh an arme hag an tu-dehou pellañ ouzh ar bolitikerion na oant ket soudarded, a lakaent da dud goubrenet, Tsuyoshi Inukai a voe ar sivil diwezhañ e penn gouarnamant Bro-Japan etre an daou Vrezel-bed[5]. D'ar 26 a viz C'hwevrer 1936, ofiserion eus an Arme Impalaerel a glaskas kemer ar galloud : kalz politikerion habask a voe drouklazhet a-raok ma c'hwitas an taol-Stad[5]. Startaet e voe beli al Lu war ar bolitikerion evelkent, hag an darn vuiañ eus ar strolladoù politikel a voe diskaret gant Kevredigezh Skoazell Beli an Impalaer (大政翼賛会 Taisei yokusan-kai), a voe disklêriet e miz Here 1940 gant ar Pennmaodiern Konoe Fumimaro (1891-1945)[6].
Kalz politikerion japanat a oa mennet da vrasaat tiriad Japan evit ar mengleuzierezh hag evit divroañ dreistad ar boblañs[5], ar pezh a gasas d'an Eil brezel etre Japan ha Sina e 1937. Goude bezañ kemeret Nanjing, a oa kêr-benn Sina d'ar mare, e miz Kerzu 1937, e voe lazhadeg, palforsadeg, jahinadeg, preizhadeg, tangwalladeg ha torfedoù brezel all gant Lu Japan[7]. Daoust d'o zrec'h, Japaniz ne zeujont ket a-benn da ziskar gouarnamant Sina hag ar brezel a droas d'un hent-dall gwadek a badas betek 1945[5], ha da get ez eas raktres Japan da sevel ur bloc'had Stadoù aziat renet ganti ; den ne oar petra e voe perzh resis an impalaer Shōwa e brezelioù emastenn Japan : hervez lod istorourion ne oa nemet ur vargodenn dic'halloud, hervez lod all e skore hag e vroude raktresoù ar vilourion[8].
Ar Stadoù-Unanet a zivizas respont da aloubadeg Sina dre gastizañ armerzh Japan evit krennañ war he fourchesadur danvez ha mirout outi a vrezeliñ[9].
D'ar 1añ a viz Gwengolo 1939 e tarzhas an Eil Brezel-bed. Evit enebiñ ouzh darbaroù Stadoù-Unanet Amerika, Japan a sinas ur feur-emglev gant Alamagn hag Italia d'ar 27 a viz Gwengolo 1940 hag e miz Gwengolo ar bloaz-se e aloubas Indez-Sina c'hall ; e miz Gouere 1941 e voe lakaet seziz war holl vadoù Bro-Japan en Europa gant ar Stadoù-Unanet, ar Rouantelezh-Unanet hag an Izelvroioù[1].
E dibenn 1941, gouarnamant Japan renet gant ar Pennmaodiern Tōjō Hideki (1884-1948), a oa jeneral ha kadoriad Kevredigezh Skoazell Beli an Impalaer, a zivizas terriñ embargo SUA dre nerzh[5]. D'ar 7 a viz Kerzu 1941 e loc'has Morlu an Impalaeriezh an arsailh war Pearl Harbor, ur porzh eus morlu ar Stadoù-Unanet en Hawaii, ar pezh a redias SUA da zisklêriañ ar brezel dezhe ha da gemer perzh en Eil Brezel-bed antronoz, a-du gant ar Gevredidi. Goude an argadenn-se, Japan a aloubas trevadennoù eus ar Stadoù-Unanet, ar Rouantelezh-Unanet hag an Izelvroioù en Azia[5].
Meur a wezh e voe trec'h Japan kent Emgann Midway e deroù miz Mezheven 1942, ma'z eas an trec'h gant Stadoù-Unanet Amerika, hag Emgann Guadalcanal (7 a viz Eost 1942 – 9 a viz C'hwevrer 1943) ma voe trec'h ar Gevredidi hag a zisammas an Inizi Salomon diouzh yev Japan[5]. A-hed ar mare-se e sevenas Lu Japan torfedoù brezel : gwallgas prizonidi, drouklazhañ trevourion, arver armoù kimiek ha bevedel.[5]. Lakaet e oa ar soudarded japanat da fanatiked, pa raent « argadennoù banzai » (diwar al lugan 天皇陛下万歳 Ten'nōheika banzai "Bevet an impalaer"), argadennoù-emlazh gant o unvez Tokkō (神風特別攻撃隊 Kamikaze Shinpū Tokubetsu Kōgekitai, "Unvezh Argadiñ Arbennik Avel Doue") adalek 1944 ha pa stourment betek o soudard diwezhañ zoken pa oa anat e oant koll[5],[10].
Diaesoc'h-diaesañ e teuas buhez Japaniz da vezañ en abeg d'ar boued tailhet, d'an troc'hoù tredan ha da voustrerezh garv pep enebiezh ouzh ar gouarnamant.[4]
E kreiz 1944 bepred, ar Stadoù-Unanet a c'hounezas Emgann Saipan hag a adkemeras Inizi Mariana digant Japaniz. Alese e krogas an Amerikaned da vombezañ Bro-Japan[11]. Tremen an hanter eus gorread ar c'hêrioù bras a voe distrujet[1]. Emgann Okinawa (Ebrel-Mezheven 1945) a voe brasañ emgann war vor an Eil Brezel-bed ; 115 000 soudard ha 150 000 sivil japanat a voe lazhet eno[12].
D'ar 6 a viz Eost 1945, ar Stadoù-Unanet a vannas ur vombezenn derc'hanel war Hiroshima, a lazhas 20 000 soudard ha tremen 120 000 sivil japanat ; tri deiz goude, d'an 9 a viz Eost, e rejont heñvel e Nagasaki (betek 80 000 a dud lazhet). Ar c'hentañ argadenn derc'hanel en Istor e voe bombezadennoù derc'hanel Hiroshima ha Nagasaki.
D'an hevelep deiz, URSS a zisklêrias ar brezel da Vro-Japan hag a aloubas Manchouria. D'ar 14 a viz Eost e kodianas Japan, hag antronoz e komzas an impalaer Shōwa er skingomz broadel[13].
E dalc'h ar Gevredidi e voe Japan neuze. Renet e voe de facto gant Komandant Meur ar Gevredidi, jeneral ar Stadoù-Unanet Douglas MacArthur (1880-1964), a voe lesanvet "shōgun estren" (外人将軍 gaijin-shōgun) gant Japaniz. Kalz eus ar c'hemmoù a vroudas a voe levezonet gant re an New Deal bet lakaet e pleustr gant Franklin D. Roosevelt er bloavezhioù 1930[5].
Klask a reas an dalc'hidi digreizennañ ar galloud e Bro-Japan dre derriñ ar zaibatsu, eleze o diberc'hennañ diouzh an douaroù labouret, a voe roet d'an dud o gouneze[4] ha dre vroudañ an dud da sevel sindikadoù labourerion[5]. Dizarmet e voe arme Impalaeriezh Japan[4], en o frankiz e voe lakaet he zrevadennoù[1], ha torret e voe al "Lezenn evit mirout ar peoc'h" hag an Tokkō[14]. Barnet ha kondaonet e voe an dorfedourion brezel gant al Lezvarn Vilourel Etrebroadel evit ar Reter-Pellañ, unnek Stad enni : Aostralia, Bro-C'hall, Filipinez, India, Izelvroioù, Kanada, Rouantelezh-Unanet, Sina, SUA, URSS ha Zeland-Nevez[5].
Ar gouarnamant a voe tennet diouzh beli an impalaer ha lakaet da vezañ atebek dirak ur Parlamant dilennet[1]. Aotreet e voe an impalaer da chom war an tron, met rediet e voe da zianzav e orin doueel, ar pezh a reas d'ar 1añ a viz Genver 1946 dre an Ningen-sengen (人間宣言 "Disklêriadenn a zenelezh"). Echu e oa gant ar "Stad shintō" neuze[5]. Ur Vonreizh nevez a voe skrivet, a wareze ar frankizoù foran, gwirioù al labourerion, ar gwir d'ar maouezed da vouezhiañ, hag a verze ouzh Japan a vrezeliñ[5].
D'an 8 a viz Gwengolo 1951 e voe sinet e San Francisco ur feur-emglev a beoc'h etre Bro-Japan ha 49 Stad all. Bloaz goude e voe lakaet Japan en he frankiz en-dro, petra bennak ma kendalc'has SUA da verañ ul lodenn eus Inizi Ryūkyū[5]. E 1968, SUA a zistroas Inizi Ogasawara da Japan ; aotreet e voe Japaniz da zistreiñ di. E 1972 e voe restaolet Okinawa da Vro-Japan, met kampoù milourel eus ar Stadoù-Unanet zo c'hoazh eno hag en Inizi Ryūkyū da-heul ar Feur-emglev kenlabour ha surentez etre SUA ha Japan a voe sinet e 1960, ar pezh a lakaas kantadoù a viliadoù a Japaniz da vanifestiñ a-enep[1].
Yoshida Shigeru (1878-1967) a voe Pennmaodiern e 1946–47 ha 1948–54, unan eus ar re a badas ar pellañ en Istor Japan[15]. Mennet e oa da startaat al liammoù etre e vro hag SUA evit diorren an armerzh e-lec'h an darempredoù etrebroadel[4]. E 1955, e strollad politikel, ar Jiyūtō (自由党 "Strollad Frankizour") a zeuas da vezañ ar Jiyū-Minshutō (自由民主党 "Strollad Demokratel Frankizour", SDF)[4] a zo c'hoazh o ren e 2022.
Gwan e oa armerzh Japan goude ar brezel, met gwellaat a reas adalek 1949 a-drugarez da labour ar banker Joseph M. Dodge (1890-1964) ha da Vrezel Korea (1950-53)[5]. Gant ar gouarnamant Yoshida e voe staliet ur Vaodiernezh ar C'henwerzh Etrebroadel hag ar Greanterezh (MKEG) evit ma kenlabourfe an embregerezhioù bras gant ar gouarnamant. Berz a reas an MKEG, pa vleunias an ijinerezh pounner hag an ezporzhiañ[5],[4]. Broudet e oa an armerzh japanat er bloavezhioù-se gant meur a dra : an teknologiezh hag an doareoù kornôgel da wiriañ perzhded ar c'henderc'hadoù, ar c'henlabour etre Japan hag SUA a-fed difenn hag armerzh, frankiz an enporzhiañ, digresk ar c'hweluniadoù, hiradenn an amzer-labour, politikerezh ar stummadur hag ar shūshin koyō (終身雇用 "implij a-hed buhez") en embregerezhioù[5]. E 1955 e tizhas armerzh Japan ul live dreist hini ar bloavezhioù 1930.[1]
E 1968 e oa armerzh Japan an eil kreñvañ er bed goude hini SUA[16] Ur c'hresk tost da 10% bep bloaz a voe e Korvoder broadel kriz (KBK)[17] Japan adalek 1956 betek enkadenn an tireoul, e 1973, a izelaas ar c'hresk da 4% betek deroù ar bloavezhioù 1990[18]. E-kerzh ar marevezh-se e teuas Japan da vout ar c'hentañ saverez kirri-tan er bed hag unan eus brasañ kenderc'herezed binvioù elektronek[5].
Hiraat a reas ar spi bevañ ; da 128 milion a dud e save poblañs Japan e 1990[1] (125,47 milion zo bet jedet evit miz Kerzu 2021[19])
Diwar c'houlenn SUA e voe assavet Lu Japan e 1954, dindan an anv "Nerzhioù Emzifenn Japan" (自衛隊 Jieitai) ; lod Japaniz a savas enep en ur lavaret e torre mellad 9 ar Vonreizh[20].
E 1956, Japan a emezelas en ABU. hag en hañv 1964 ez aozas ar C'hoarioù Olimpek. Kevreded gant SUA e voe a-hed ar Brezel Yen, daoust ma savas lod Japaniz a-enep. E 1956 c'hoazh, Japan hag URSS a zisklêrias ent-ofisiel diwezh ar brezel hag a eskemmas kannaded, daoust d'un dizemglev a-zivout Inizi Kouril a chom c'hoazh e 2022[21].
E 1960 e voe anazavet Republik Korea gant Japan daoust d'an dizemglev a-zivout Reier Liancourt e Mor Japan.[21]
Goude an Eil Brezel-bed ha hervez politikerezh SUA, Japan he devoa anazavet Republik Sina e Taiwan evel gouarnamant reizh Sina ; er bloaz 1972 avat ez anzavas Republik Pobl Sina[21].
A-c'houde diwezh ar gouzalc'herezh e 1952 e vleuñvas ar sinema japanat[4], en abeg ma oa bet torret kontrollerezh ar gouarnamant, ma oa marc'had-mat ar sevel filmoù, ma oa deuet teknikoù nevez eus ar C'hornôg ha ma'z ae un niver bras a dud d'ar salioù[1].
|