Type a search term to find related articles by LIMS subject matter experts gathered from the most trusted and dynamic collaboration tools in the laboratory informatics industry.
Noe pe Noah (hebraeg: נֹחַ (nōa'h) ; arabeg : نوح (nûh) : diskuizh pe frealz) a zo un den eus Levr ar C'heneliezh, levr kentañ ar Bibl, hag eus ar C'horan.
Ur wreg en deus Noe, hag a chom dianv, ha tri mab: Shem, Ham ha Yafet. War c'houlenn Doue e sav un arc'h, Arc'h Noe, evit tec'hel rak al Liñvadenn Veur, graet evit distruj an denelezh vreinet. Eñ hag e familh eo ar re nemeto hag a chom bev. Tad an denelezh a-bezh e vije neuze.
Noe en doa bevet 950 bloavezh, a-hervez. Setu perak e vez lavaret e brezhoneg: «Kozh-Noe» evit tud (pe traoù) kozh-kozh-kozh.