Type a search term to find related articles by LIMS subject matter experts gathered from the most trusted and dynamic collaboration tools in the laboratory informatics industry.
Neron | |
---|---|
Impalaer roman | |
Bruskdelwenn varbr Neron, war-dro 55-59, Mirdi arkeologiezhel broadel Casteddu | |
Renad | |
13 a viz here 54 - 8 a viz even 68 (Pad : 13 bloaz, 7 miz ha 26 devezh) | |
Maread | Julio-Claudia |
Diagenter | Glaoda Iañ |
Uzurpet gant | Vindeks ha Galba (68) |
Heulier | Galba |
Buhez | |
Anv ganedigezh | Lucius Domitius Ahenobarbus |
Ganedigezh | 15 a viz kerzu 37 - Antium (Italia) |
Marv | 9 a viz even 68 (d'an oad a 30 vloaz) - Roma |
Tad | Gnaeus Domitius Ahenobarbus |
Mamm | Agrippina ar Yaouankañ |
Gwreg | (1) Claudia Octavia (53 - 62) (2) Poppea (62 - 65) (3) Statilia Messalina (66 - 68) |
Bugel | Claudia Augusta (gant Poppea) |
Neron, ganet Lucius Domitius Ahenobarbus, hag anvet diwezhatoc'h Nerō Claudius Caesar Augustus Germanicus, a oa un impalaer roman, ganet en Antium, d'ar 15 a viz Meurzh 37, "pa oa an heol o sevel, ar pezh en eus graet e oa bet merket gant an heol a-raok an douar", hervez Suetonius.
Ren a reas e-pad pevarzek vloaz, eus 54 da 68. Ar pemp bloaz kentañ, a vez graet quinquennium anezho, a c'hoarvezas dindan levezon ar prederour Seneca ar Yaouankañ hag ar stoikegezh. E-pad ren Neron e c'hoarvezas tan-gwall bras Roma, er bloavezh 64.
Ganet e oa er bloaz 37. Mab e oa da Gnaeus Domitius Ahenobarbus ha da Agrippina ar Yaouankañ. E 39 e voe harluet e vamm gant an impalaer Caligula, hag e 40 e varvas e dad. Savet e voe gant e voereb, Domitia Lepida.
E 41, d'ar 24 a viz Genver, e voe drouklazhet Caligula, hag anvet Glaoda da impalaer. D'an 12 a viz C'hwevrer e oa ganet Britannicus. Dont a reas Agrippina ar Yaouankañ en-dro eus he harlu, hag addimeziñ a reas da Crispus Passienus.
E 48 e varvas Valeria Messalina. D'ar c'hentañ a viz Genver 49 ec'h addimezas Agrippina d'an impalaer Glaoda. Seneca, a oa harluet e Korsika, a zistroas da vout kelenner Neron vihan.
D'ar 25 C'hwevrer 50 e voe advabet gant e leztad, an impalaer Glaoda, ha roet e voe dezhañ an anv Tiberius Claudius Nero. E 51 e voe gwisket toga ar wazed da Neron, hag anvet Burrus da brefed. E 53 e varvas Domitia Lepida ar Yaouankañ. Dimeziñ a reas Neron da Octavia. E 54, d'an 13 a viz Here e varvas an impalaer Glaoda, hag anvet e voe Neron da impalaer dindan an anv a Nero Claudius Caesar Drusus Germanicus. Lakaet e voe Glaoda da zoue, ha mervel a reas Narcissus. E 55 e tilezas Neron e wreg da vont gant Claudia Acte. Kaset e voe Pallas kuit, ha kontammet Britannicus. Rankout a reas Agrippina kuitaat ar palez. En Azia edo Corbulon o vrezeliñ ouzh ar Barted. E 56 e voe anvet Seneca da gonsul. E 58 e oa krog Neron da seniñ war ul leurenn ha da gas tennoù-kezeg. Stank e taremprede Poppea E Meurzh 59 e voe drouklazhet Agrippina.
E 61, en Enez Vreizh, en em savas Boudika, pried Prasutagos, roue an Iceni.
Tec'hel a reas Neron, pevar mil-douar eus Roma, e ti Phaon, etre ar straejoù Salaria ha Nomentane. Eno en em lazhas gant un taol gougleze en e c'houzoug, d'an 11 a viz Mezheven 68.