Type a search term to find related articles by LIMS subject matter experts gathered from the most trusted and dynamic collaboration tools in the laboratory informatics industry.
| |||
---|---|---|---|
S. s. domesticus
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Mammalia | ||
Urzhad : | Artiodactyla | ||
Kerentiad : | Suidae | ||
Genad : | Sus | ||
Anv skiantel | |||
Sus scrofa domesticus Linnaeus, 1758 | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Ar pemoc'h, pennmoc'h pe porc'hell, a zo ur bronneg doñvaet (Sus scrofa domesticus). Savet e vez perc'hell (anv lies), pe moc'h (anv-stroll), gant an dud evit kaout kig dreist-holl.
Gant ar c'hig-moc'h e vez graet kilhevardon. Implijet e vez ivez al lard d'ober bloneg, hag ar blev d'ober barroù-livañ, ar c'hroc'hen d'ober lêr.
Gwechall e c'hoarie ar vugale diwar ar maez gant ar c'hwezigell d'ober evel ur volotenn.
Arouez al loustoni eo ar moc'h hiriv an deiz. Bez int bet ivez arouez ar furnez gant ar Gelted kozh.