Type a search term to find related articles by LIMS subject matter experts gathered from the most trusted and dynamic collaboration tools in the laboratory informatics industry.
Ar Vasaied (Maasai) a zo ur bobl eus Afrika ar Reter.
Bevañ a reont kentoc'h e menezioù hag e Kenya, en ul lec'h kentoc'h kuzhet gant kalz a blant. Ober a reont ur ront bras hag e savont tiez-bihan warnan. A-raok an noz e tapont al loened hag e lakont anezho barzh o zi, evit abegoù surentez ; al leon da skouer n'eo ket pell alies !
* O boued hag o micher
Debriñ a reont o saout ha kig o deñved. Dastum a reont kroc'hen o loened evit aozañ o dilhad. O bravigoù hag o c'hoarioù a zo graet gant eskern loened. Ar Vasaied o deus kalz a gudennoù paourantez,setu perak ne c'hellont ket prenañ kalz a draoù evito. Soñjal a reont en deus roet Doue dezho an holl loened ha douaroù er bed, setu pa wellont ur vuoc'h en ul lec'h bennak, e kredont eo evito.
*Ar merc'hed
Ar merc'hed a chom d'ober war dro o zi hag o bugale, al loened klañv ... Aozañ a reont bravigoù, dilhad gant kroc'hen al loened (goude-se e vez gwerzhet war ar marc'had evit gounit arc'hant ar familh) Nemet ar merc'hed a sav o tier. Evit ar Vasailed ar baotred a zo aotreet da zimeziñ meur a wech. Pa zeu ur gwaz, goude ur prantad amzer dremenet er maez eus ar familh evit chaseal, pe evit ar c'henwerzh, en-dro d'ar gêriadenn gant ar mennoz da adimeziñ, e vaouez kentañ eo hag e raio an ti evit an eil vaouez hag all ... An darn vrasañ eus ar baotred o deus war dro un dek gwreg bennak.
* Ar baotred
Araok 14 vloaz ar baotred a zo aotreed da chom gant o mamm pe da sikour anezho evit ober war dro al loened. Da 15 vloaz ez eus ur gouel evit lavar d'an dud hag eñ zo deuet ur morane (brezeler gant blev hir ha ruz) Ur sizhun goude ar fest, e vo ret dezho mont gant 4 faotr all memes oad, da chaseal pad 3 miz hep dont en dro d'o zi. Livet int gant tud ar gêriadenn : ur penn gwenn ha blev du zo ganto. Adalek devezh o distro ez vefe tu dezho dimeziñ gant ur plac'h. Ur paotr en deus war dro 25 bugel ha 10 gwreg.
* An euredoù
Evel e kalz a vroioù, ar gerent eo a choaz ar plac'h evit an eured. Met choaz a reont nemet merc'hed o mignoned, peogwir e vefe kalz re ger kemer ur plac'h hag a zeufe d'eus ur familh, dianavezet ... Dipitus-tre eo, met talvoudegezh ur plac'h a zo war dro 10 buoc'h, ha mont a ra betek 20 buoc'h evit ar re vravañ pe evit ar familhoù pinvidikañ.