Knowledge Base Wiki

Search for LIMS content across all our Wiki Knowledge Bases.

Type a search term to find related articles by LIMS subject matter experts gathered from the most trusted and dynamic collaboration tools in the laboratory informatics industry.

Malac'hi, ikonenn rusian eus an XVIIIvet kantved, manati Kizhi e Karelia

Levr Malac'hi zo unan eus al levrioù a gaver e lodenn ar Brofeded en Tanac'h. Evit ar Gristenien eo al levr diwezhañ en Testamant Kozh.

Skrivet e vefe bet gant ur profed anvet Malac'hi.

Emeur war-dro ar bloavezh 430 KJK.

Adsavet eo bet an Templ.Karantez Doe evit e bobl a zo anavezet a-bell zo ha didorrus, met rebechoù en deus Malac'hi d'ober d'ar veleien, a zispriz an traoù sakr hag a zilez al Lezenn ha da dud ar bobl a ra dimezioù gant an estren, a gas kuit gwreg o yaouankiz, a zo lezirek da ginnig ar profoù merket el Lezenn, a zo diskred ouzh Doue.

"Pelec'h emañ Doue ar varn ? Dont a ray deiz an Aotrou a c'hlanaio mibien Levi, a gastizo sorserien, avoultrerien, falstouerien, mac'homerien hag an holl walloberourien. Deiz an Aotrou o c'huzumo evel plouz, tra ma paro war ar re just an heol a reizhded"[1].

Daveoù

  1. Troidigezh An Tour-Tan, Levrenn 3, 1983, kinnig levr Malac'hi, p 263