Search for LIMS content across all our Wiki Knowledge Bases.
Type a search term to find related articles by LIMS subject matter experts gathered from the most trusted and dynamic collaboration tools in the laboratory informatics industry.
Laou (ul laouenn pa ne vez nemet unan) zo amprevaned munut ha diaskell a vev e blev al loened (bronneged ha laboused) hag an dud.
N'eus nemet nebeud eus al loened-se n'o devez ket laou, evel an eskell-kroc'hen, ha tud Japan n'o devez ket ivez a-hervez, hep ma oufed gwall vat perak.
3 000 spesad zo anezho.
Div izurzhiad a oa gwechall d'o c'hlenkañ: ar sunerien (Anoplura) hag ar chaokerien (Mallophaga). Hiriv en o renker e peder izurzhiad:
Laou-korf a vez graet anezho (Pediculus humanus capitise latin) d'o dishevelout diouzh ar re all, met aesoc'h ober un anv latin anezho eget kaout an dizober anezho ur wech ma vezont peg en ho krev.
Nez eo an anv a vez graet eus o vioù.
Gouennoù laou
Peurvuiañ e vez graet ar c'hemm etre teir gouenn laou da nebeutañ:
-Laou-penn, Pediculus capitis, ar re a gaver e blev ar vugale ;
-Laou-korf, pe laou-kroc'hen, Pediculus corporis ar re a beg e blev ar c'horf, pe Pediculus humanus humanus;
Er yezh pemdez e vez mesket alies an daou seurt-se.
-Laou-faraon, pe laou-pafalek, a zo Pediculus pubis, laou a beg er c'haol, pe Phtirus pubis, a vez kavet en-dro da reizh an dud a ankounac'ha bout naet da goulz an embarañ.
Laou all
Ouzhpenn e vez graet laou eus loened all:
-Laou-dar pe Porcellio scaber a zo kresteneged a vev e lec'hioù gleb ha teñval.