Type a search term to find related articles by LIMS subject matter experts gathered from the most trusted and dynamic collaboration tools in the laboratory informatics industry.
Ar C'hevre (la Ligue), pe ar C'hevre Katolik (la Ligue catholique), pe ar C'hevre Santel (la Sainte Ligue) pe an "Unvaniezh Santel" pe c'hoazh "Unvaniezh Santel Pariz" (la Sainte Union (de Paris)) eo an anvioù roet d'ur gostezenn bolitikel gatolik c'hall hag a glaske difenn ar relijion gatolik a-enep d'ar brotestanted, e-pad Brezelioù ar Relijion er XVIvet kantved er Rouantelezh c'hall.
Savet e oa bet gant Henry, Dug Guise en 1576[1]. Mennet e oa tud ar C'hevre da gas kuit ar Brotestanded eus ar Rouantelezh c'hall.
Sikouret e oa en diavaez gant ar pab Sikstus V, gant Felipe II, Roue Spagn, ha gant ar Jezuisted.
Kement a verzh e ra ar gostezenn ken e teu da vezañ risklus evit ar vonarkiezh. E 1588 e teu a-benn da skarzhañ ar roue Herri III eus ar gêr-benn. Ar C'hevre a wana tamm-ha-tamm avat dirak trec'hioù ar roue Herri IV.
Unan eus an dañjerioù brasañ evit ar vonarkiezh c'hall e voe a-raok deroù an hollveliegezh, gant ar Fronde, er c'hantved war-lerc'h. Ar reoù-mañ a viras en o spered ar C'hevre, evel skouer.