Type a search term to find related articles by LIMS subject matter experts gathered from the most trusted and dynamic collaboration tools in the laboratory informatics industry.
Ur prantad kant vloaz eo ar c'hantved (eus an niverenn kant). Implijet e vez er sistemoù deiziata, da lavaret eo an deiziadurioù. Kontet e vez gant niveroù petvediñ, dre m'eo an amzer ur meizad keñverel (relativel). Setu perak n’eus ket ur c'hantved mann.
En deiziadur kristen ijinet hag implijet en Europa, ha goude-se er broioù levezonet gant Europa ha kazi e pep lec'h dre ar bed a-bezh bremañ e jeder ar c'hantvedoù a-raok hag adalek ganedigezh ar C'hrist. Komzet e vez eus ar marevezh kristen evit an eil prantad.
En deiziadur yuzev hag en muzulman e reer gant kantvedoù, met gant ur poent-orin dibar.