Type a search term to find related articles by LIMS subject matter experts gathered from the most trusted and dynamic collaboration tools in the laboratory informatics industry.
Studiañ, liammañ ha kompren an darvoudoù a zo c'hoarvezet hag an traoù a zo bet graet gant Mab-Den eo an Istor (gant ur bennlizherenn).
N'eus ket anezhañ ur skiant-rik e doare ar jedoniezh pe ar vevoniezh da skouer, rak ken bras eo perzh an istorour evel den hag e berzh evel skiantour pa vez o studiañ an Istor.
Eus Ἱστορίαι Historiai en henc'hresianeg gant Herodotos e teu ar ger Istor, met Thoukydides eo an hini en deus lakaet an doareoù spis kentañ da dalvezout, a-fed liammañ an danvezioù difer kenetreze peurgetket.
Diwar Ἱστορίαι e teuas ar ger gallek histoire, a zo testeniekaet e 1360.
Pevar stumm brezhonek a zeuas dre ar galleg :
Eus ar gerioù-se e voe deveret hystorier e deroù ar XVIvet kantved gant ar ster "saver istorioù" ; historian e 1632 evit istorour ; istorel hag istorour e 1927 ; istorvez (evit istorwezh), ragistor ha ragistoroure 1931 ; ragistorel hag istorelezh e 1992[1].
Labour an istorourien eo sevel Istor ar ger Istor goude bezañ e studiet.
Petra zo talvoudus da vezañ studiet en Istor ? Penaos e studiañ ? Dre peseurt doare embann ar studiadennoù ? Setu amañ un nebeud goulennoù a zo ret sevel da bep istorour gantañ e-unan a-raok kregiñ gant ar studiañ.
Pa glask an den bezañ ur skiantour war an Istor ez eo ret dezhañ chom hep derc'hel soñj eus piv eo-eñ, eus peseurt doare soñjal eo ar reol en e vro, eus e gredennoù, hag all. Adal ma c'hall en ober emañ war an hent da vezañ un istorour.
Goude kement-mañ ez eo ret dezhañ derc'hel soñj ez eus gwir romantourien eus an istorourien : evit displegañ ur brezel e chomo darvoudoù dianav d'an istorour a zo o studiañ hiziv an deiz, ret eo dezhañ neuze klask petra a vije ar gwirañ evit stankañ an toulloù en e "gontadenn".
Meur a zoare zo da sevel Istor Mab-Den, ken kemplezhek m'eo e oberoù – rak kontadenn heuliadoù oberoù Mab-Den eo e Istor, goude pep tra.
Tachennoù ledan pe ledanoc'h zo bet termenet neuze, pep unan anezho o wiskañ war ar re all.
Unan eus an doareoù da gontañ Istor Mab-Den eo kemer skor war an amzer a dremenas adalek ma voe eus an dud betek hiziv an deiz. Dre gendiviz ez eo bet merket deroù Istor Mab-Den adalek an testenioù skrivet kentañ ; ar ragistor eo neuze ar pezh a zo c'hoarvezet en amzerioù kent.
Evel m'eo bet rannet Istor an Douar gant an douaroniourien e ranner Istor Mab-Den dre amzervezhioù a vez bonnet gant darvoudoù meur, an Henamzer, ar Grennamzer, an Azginivelezh o vezañ lod anezho en Istor Europa, pe Marevezh an Nevezamzerioù ha Diskar-amzerioù ha Marevezh ar Stadoù Brezelour en hini Sina.
Petra bennak ma'z eus ur spesad hepken eus Mab-Den e c'heller rannañ Istor an dud etre al lec'hioù o deus annezet war an Douar a-feur ma'z ae an horolaj war-raok. P'emaoc'h o lenn kement-mañ ez eus un den a zo sklêrijennet e zremm gant skleur skramm un urzhiataer pa'z eus, en hevelep koulz, un den all sklêrijennet gant an tantadig en deus graet en ur janglenn evel ma rae e hendadoù en Nevezoadvezh ar Maen.
Diforc'hañ a c'heller neuze etre Istor Europa hag Istor Afrika, Amerika, Azia, Okeania, p'he deus pep poblad o chom eno heuliet he flanedenn.
Disheñvel diouzh hini Japaniz eo Istor sevenadur an Amerindianed ; dre sevenadur pep poblad ez eo bet stummet hec'h Istor, ha gant he sevenadur ez eo bet stummet Istor pep poblad.
Lod istorourien o deus dibabet ensellout darvoudoù an Istor evit e sevel. Ar brezelioù hag o heuliadoù.
Darvoudoù naturel, evel ar c'henoù-douar pe menezioù-tan o tarzhañ o deus degaset kemmo bras en Istor lod pobladoù.
Istor an dilhad, an armoù, an tiez hag all a c'haller sevel, hag evel-just e vezont levezonet gant denesadurioù all.