Here , e Les Très Riches Heures du duc de Berry , 1486
Chill October , John Everett Millais , 1870
Dekvet miz ar bloaz eo miz Here hervez an deiziadur gregorian , unan eus mizioù an diskar-amzer .
Anvioù Here er yezhoù all
Er yezhoù latin , germanek hag kar d'ar saozneg ez eo deveret diouzh al latin ôctō , "eight" peogwir e oa Here an eizhvet miz gwechall.
Finneg : lokakuu , evit "miz ar boultrenn".
Iwerzhoneg : Deireadh Fómhair , evit "fin an eost", "peurzorn".
Izelvroeg : Wijnmaand evit "Miz ar gwin", rak er miz-mañ e veze puret ar gwin .
Skoseg : an Damhar , evit "mare kasadenn ar c'hirvi ".
Turkeg : Ekim , evit "mare hadeg an ed".
Krennlavaroù
« Da foar Paol / Kefeleg war an daol »[1]
« E miz Hero / Teilit mat hag ho pezo »
« Foar Here e Gouenoù / Poent eo skuilhañ an trempoù »
« Here, Du ha Kerzu / A c'halver ar mizioù du »
« Tremenet pardon Bulad / A bep koabrenn, pep kaouad »[2]
« Deiz foar Vikael an hini a chom un deiz hag un noz e kêr a deu e miz Here d'ar gêr. »[3]
« Hanter-noz gouel an Ollsent e ya miz Here en e hent. »[4]
« Miz Here a font ar plom war an tïez. »[4]
« Pa vez miz Here e vez re nebeud daou droad en ur gwele. »[4]
« Pa ya miz Here en e hent, da hanter-noz (pe : an deiz war-lerc'h) e vez gouel an Ollsent »[4]
Notennoù ha daveennoù
↑ Foar Kastell-Paol : 10/10 ; digor ar chase.
↑ Pardon Bulad-Pestivien : 08/10.
↑ Jules Gros , Le Trésor du Breton parlé, levrenn 3 , Librairie Bretonne Giraudon, Barr-Heol , 1974 , pajenn 323.
↑ 4,0 4,1 4,2 ha4,3 Jules Gros, Le Trésor du Breton parlé, levrenn 3 , Librairie Bretonne Giraudon, Barr-Heol , 1974, pajenn 324.
Commons