Type a search term to find related articles by LIMS subject matter experts gathered from the most trusted and dynamic collaboration tools in the laboratory informatics industry.
An diweuz, pe muzelloù, pe c'hoazh lapennoù en un doare kaozeek, eo lodennoù kigennek diavaez ar genoù a c'holo dent an dud en nec'h hag en traoñ.
Distokañ o muzelloù a ra an dud pa gomzont ha pa vousc'hoarzhont, ha muioc'h c'hoazh pa zebront, pa c'hoarzhont, ha pa huchont. Gant an diweuz ivez eo ez ezteuler lod soñjoù neuze : mousklenniñ pa vezer displijet, kammañ ar genoù pa vezer er boan.
Pokat a vez graet gant ar muzelloù. Daou seurt pokoù zo dre vras: ar re gant muzelloù stardet hag ar re gant muzelloù digor.
Goude debriñ un dra saourus e plij d'an dud lipat o diweuz.
Tud zo a liv o muzelloù: ruz-muzelloù e vez peurlieasañ, met a bep seurt livioù all zo.
Tud zo a laka toullañ o muzelloù da blantañ traezhoù metalek enne, gwalennoù serr pe zigor, pe c'hoazh tachoù pe spilhennoù.
Alies e vez ar vorianed gweuzekoc'h, pe muzellekoc'h, eget an dud all. Lod merc'hed en Afrika a astenn o gweuz izelañ a-nebeudoù gant pladennoù-gweuz.
Merc'hed zo a glask tevaat o divweuz evit bout hoalusoc'h d'ar baotred ; evit-se e rankont goulenn harp ar surjianerezh a strinko kollagen pe toksinoù botulek en o muzelloù.
Pa vez koeñvet ar muzelloù e komzer eus ur vuzellad. Kement-se a c'hall c'hoarvezout goude ur flemmadenn gant un amprevan bennak, ur wespedenn pe ur wenanenn da skouer, pe un taol dorn.
Ur c'hleñved viruzel eo an eror ; unan eus e stummoù eo koeñvadur ur vuzell kent ma teufe porbolennoù debronus warni.
|