Search for LIMS content across all our Wiki Knowledge Bases.
Type a search term to find related articles by LIMS subject matter experts gathered from the most trusted and dynamic collaboration tools in the laboratory informatics industry.
Ar gwad zo ul liñvenn a red diehan met a dalmadennoù e gwazhiadurezh hag e kalonloened zo, mab-den en o zouez.
Savet eo gant ul lodenn dourek, ar plasma, hag ul lodenn soludek, ar c'helligoù ha tammoù anezho.
E gefridioù eo :
kas an dioksigen O2 hag ar maguzennoù da wiadoù hag organoù ar c'horf ;
Gant mel an eskern hir e vez kenderc'het kelligoù ar gwad.
Eritrokit, anvet ivez "globulennoù ruz" pe kelligoù ruz daoust ma n'int ket kelligoù evit gwir dre n'eus na kraoñell na organit ken enno. Un eritrokitenn a bad 120 devezh ha distrujet e vez gant an avu, ar felc'h pe mel an eskern. Enno emañ an hemoglobin a dreuzkas an dioksigen 02, an dioksidenn garbon CO2 hag ar vonoksidenn garbon CO. Pinvidik-tre eo an hemoglobin e houarn ha gouest eo da stagañ enni an dioksigen disolvet er plasma. War-lerc'h bezañ bet karget e dioksigen (e logigoù ar skevent) e vez kaset an eritrokitennoù gant fonn ar gwad betek ar gwiadoù e-lec'h ma zieubont an dioksigen. Karget e vezont aze e dioksidenn garbonek daoust ma vez dalc'het er plasma dreist-holl ar molekulennoù-se.
Leukokit, "globulennoù gwenn" pe kelligoù gwenn. Ur roll a-bouez o deus er reizhiad hangaeañ dre zistrujañ an elfennoù kontammus. Liesseurt int : granulokit, limfokit, monokit ... pep hini gant ur perzh disheñvel.
Trombokit, "plaketennoù" pe pladanoù. Tammoù kelligoù hep kraoñell int evel an eritrokit hogen, organitoù a zo enno. Diwar-se int gouest da analañ ha da broduiñ proteinoù. Ur roll pennañ o deus e kaoulediñ ar gwad.
Ar c'helligoù meneget a-us a ya d'ober 45 % eus ar gwad. Ar peurrest eo ar plasma.
Ar plasma
Lodenn dourek ar gwad eo ar plasma. Ennañ ez eus
molekulennoù diwar koazhadur ar boued (glukoz, trenkennoù aminek, trenkennoù druz ...)
molekulennoù diwar metabolegezh ar c'helligoù (ure ...)
molekulennoù kannad eus an difenn immunizel.
molekulennoù kannad eus ar c'hehentiñ dre wad (hormonoù).
ionoù (sodiom, potasiom, magnesiom ...). Gant al lounizhi e vez kempouezet paoter an ionoù er plasma hag en dourennoù diabarzh all.
Sellit ouzh ar ger gwad er wikeriadur, ar geriadur frank.