Type a search term to find related articles by LIMS subject matter experts gathered from the most trusted and dynamic collaboration tools in the laboratory informatics industry.
Abeg pennañ | spacetime curvature, matter |
---|---|
Efed | fall, gravitational motion |
Studiet gant | Newton's law of universal gravitation, Relativelezh hollek |
Dizoloer pe ijiner | Isaac Newton |
Dezverket dre | gravitational force, spacetime curvature |
Anaouder WordLift | http://data.thenextweb.com/tnw/entity/gravity |
Enebet ouzh | non-gravitational force |
Ar gravitadur a zo unan eus peder kenoberenn ziazez ar fizik.
Ar gravitadur zo e touez pevar nerzh diazez ar fizik. An anadenn a vez desachet drezi daou gorf bennak eo(abalamour d'o mas hepken, evel ma vo diskouezet gant ar fizikourien). Gallout a reer gwelet e levezon bemdez abalamour da nerzh desach an Douar a zalc'h ac'hanomp war al leur.
Evit ar fizik klasel, ar gravitadur zo an nerzh desach a vez etre traoù o deus ur mas e-barzh an hollved.
Kerzhout a ra hervez ul lezenn kinniget gant Isaac Newton e 1687 ha displeget dre ar formulenn :
Hervez an deorienn-se e vefe gwelet anadenn ar gravitadur e-giz un nerzh, gant ster ar mekanik newtonian. Diouzh ar formulenn-se e kaver :
Gwelet a reer emañ ar formulenn-se kenglotus gant priñsip an aksionoù resiprokel.
Al lezenn-se zo bet gwiriet ez arnodel. Ez teknikel ez eo mat a-walc'h evit lakaat traoù pounneroc'h eget an aer da nijal, hag evit kas tud betek al loar. Hiriv an deiz ne vez ket kemeret mui nemet da gaout un tostadur da deoriennrelativour ar gravitadur.
Adalek 1915 ez eus bet kinniget gant Albert Einstein ur sell all ouzh ar gravitadur, e-barzh e deorienn eus ar relativelezh hollek. Ar gravitadur n'eo ket un nerzh mui, met diskuilhadenn un distummadur eus ar spas gant ar c'horfoù masek a gaver en ennañ.
Ar pezh en-doa lakaet Albert Einstein (ha memes Newton en e raok) da gaout diskred war displegadenn mekanik ar gravitadur, a oa an nerzh-se a ziskoueze bout « speredek ». Abalamour nep tra, ne vern e dolz, a vuane er memes mod diwar e bouez. Pezh ' zo, an dra-se a c'houlenne un dra div wezh pounneroc'h a vefe desachet div wezh muioc'h, ne vern e gompozadur.
Einstein en-deus dizoloet ar gudenn o evezhiañ e oa tu da zisheñvelaat daou meiziad tolz :
Sañset al liamm etre an daou vas a rankfe kemm hervez ar c'horfoù, dres evel mas ha volum o deus liammoù disheñvel-tre. Setu 1 kg-pluñv hag 1 kg-plomm (da skouer), ar memes nerzh gravitadurel oc'h oberiañ warno, a rankfe buannad e modoù disheñvel, hervez o mas inert (an inertañ a vefe da vuanaat nebeutoc'h). ' Pezh n'eo ket gwir. An daou vas a zo atav kevatal, ' pezh a vefe, pe un taol degouezh burzhudus, pe ur c'heñver diazez, an hini ebannet gant ar relativelezh hollek just a-walc'h.