Type a search term to find related articles by LIMS subject matter experts gathered from the most trusted and dynamic collaboration tools in the laboratory informatics industry.
Er yezhoniezh e vez implijet an termen gour (saozneg: person) evit komz eus un doare deiktelezh pa reer dave da berzh un daveenn er przegad, da skouer an hini a zo o komz, an hini pe ar re m'emeur o kaozeal gante ha/pe an hini pe ar re m'emeur o koazeal diwar o fenn.
Peuliesañ e tenn natur ha niver raganvioù raganvioù ur ur yezh bennak d'ar gourioù yezhadurel implijet ganti. Pa vez displeget ar verboù er yezh-mañ'r-yezh e reer ivez dre vras hervez ar gourioù yezhadurel.
Gant an holl yezhoù implijet gante gourioù yezhadurel e vez graet an diforc'hioù-mañ da heul atav:
An tri gour diazez (unander)
Kemmañ a c'hell an diforc'hioù gour alies ivez hervez an niver.
E brezhoneg hag e meur a yezh europek all ne vez diforc'het nemet an unander hag al liester. E yezhoù all, avat, e vez graet diforc'hioù niverel all, dreist-holl dre ober ivez gant an daouder, da skouer en arabeg:
An daouder
Stummoù liester
Yezhoù zo a ra un diforc'h ivez evit a sell ouzh ar c'hentañ gour liester ("ni") etre ur stumm endalc'hus, o kontañ an hini pe ar re m'emeur o komz outañ/i pe oute) hag ur stumm ezdalc'hus, hep kontañ an hini pe ar re m'emeur o komz outañ/i pe oute. Gwelit: Ni endalc'hus hag ezdalc'hus).
Alies a-walc'h e vez graet gant ar yezh-mañ 'r-yezh un diforc'h en eil gour, ken en unander ken el liester, etre stummoù seven pe sevenoc'h evit komz war-eeun gant unan bennak. Er yezhoù indezeuropek e vez kavet alies un diforc'h etre ur stumm izeloc'h pe stumm T, d.s. galleg tu, "te", hag ur stumm uheloc'h pe stumm V, d.s. galleg vous, "c'hwi" (Gwelit: Diforc'h T-V). Luzietoc'h kalz e c'hell bezañ an diforc'hioù-mañ e yezhoù evel ar malayeg pe ar japaneg ma reer gant meur a stumm enor.
Alies a-walc'h e vez graet en trede gour unander un diforc'h etre ur stumm gourel, ha zoken pa ne vez jener yezhadurel ebet en ur yezh resis evel er saozneg, hag ur stumm benel met alies a-walc'h ne vez ket tennet kont eus an hevelep diforc'h jener-mañ el liester, keñveriit da skouer:
Alies a-walc'h n'he deus ar yezh-mañ'r-yezh, al latin en o zouez, raganv-gour ebet evit an trede gour hag implijet e vez en o lec'h raganvioù diskouezañ, da skouer "hennezh", "homañ" h.a.
Ouzhpenn an tri gour diazez meneget a-us e kaver ivez gourioù yezhadurel all, anvet alies pevare gour, pemvet gour, h.a. N'eus talvoud hollek gant seurt termenoù ha kemmañ hag implijet e vezont e doareoù disheñvel a yezh da yezh.
Brudet-meur eo ar yezhoù algonkek a-drugarez d'ar fed ma vez isrannet gante an trede gour daou, o vezañ ma vez implijet gante ur gour, anvet "temek" (saoz. proximate) evit komz eus an tema pennañ, disheñvel diouzh un trede gour all, anvet "antemek" (saoz. obviative) evit trede gourioù all, graet alies pevare gour outañ.
Implijet e vez ivez a-wezhoù an termen "pevare gour" evit komz eus ur gour ampersonel, da skouer saozneg one, galleg on, alamaneg mann pe katalaneg tothom. E brezhoneg e vez graet alies gour mann eus ar gour-mañ dre ma n'eus Raganv-gour ebet a glota gantañ, d.s.