Knowledge Base Wiki

Search for LIMS content across all our Wiki Knowledge Bases.

Type a search term to find related articles by LIMS subject matter experts gathered from the most trusted and dynamic collaboration tools in the laboratory informatics industry.

Poltred Georg Ohm.
Poltred Georg Ohm.

Georg Simon Ohm, bet ganet en Erlangen (Bavaria, en Alamagn a-vremañ) d'ar 16 a viz Meurzh 1789 hag aet da Anaon e München (Bavaria) d'ar 6 a viz Gouere 1854, a oa ur fizikour alaman.

Buhez

Bet e voe war e studi e Skol-veur Erlangen. Diwezhatoc'h, e 1817, ez eas da gelenner e Skol-veur jezuisted Köln. Da-heul, e 1833, e kelennas e Nürnberg hag e 1852 ez eas da gelenner war ar fizik arnodel e Skol-veur München.

Labourioù

Niverus eo e skridoù. Die galvanische Kette mathematisch bearbeitet, embannet e Berlin, eo an hini pennañ. An embannadenn-mañ, kinniget daou vloavezh-pad a-raok er c'hazetennoù Schweigger ha Poggendorff, he deus bet ur gwir levezon war diorroadur ha teorienn ar red tredan.
E anv a voe lakaet da dermenadenn an tredan dre lezenn Ohm, hag a zo ar genfeurelezh etre ar fonnder hag ar voltadur en un harzell. Degemeret e voe an unanenn er reizhiad etrebroadel (SI) evit an harz tredan, an ohm, a vez aroueziet gant Ω.

Ar Royal Society a roas dezhañ medalenn Copley e 1841.