Knowledge Base Wiki

Search for LIMS content across all our Wiki Knowledge Bases.

Type a search term to find related articles by LIMS subject matter experts gathered from the most trusted and dynamic collaboration tools in the laboratory informatics industry.

Francesco Hayez
Ar pok (1859)
Emboltred d'e 69 bloaz. Firenze, Galleria degli Uffizi.
Autoritratto a 88 anni by Francesco Hayez - Venice

Francesco Hayez a oa ul livour italian, ganet d'an 10 a viz C'hwevrer 1791 e Venezia ha marvet d'an 21 a viz Kerzu 1882 e Milano.

Brudetañ arzour ar romantelezh e-kreiz an XIXvet kantved e oa e Milano, gant e bezhioù taolennoù istorel, e alegoriennoù politikel hag e boltredoù kaer.

E vuhez

Paour e oa e dud, e dad Giovanni, a orin gall, evel e vamm, Chiara Torcella, eus Murano. Francesco a oa an diwezhañ eus pemp a vugale, hag advabet e voe gant ur voereb a-berzh he mamm a oa dimezet da Giovanni Binasco, paramantour ha marc'hadour taolennoù, perc'henn d'un dastumadeg livadurioù personel.

A vihanik e tiskouezas bezañ stummet da dresañ, ma voe lakaet gant e eontr da zeskiñ al labour, gant ur c'hempenner taolennoù da gentañ, gant al livour Francisco Magiotto e-pad tri bloaz da c'houde. War-lerc'h deskiñ livañ tud en o noazh e 1803 e heulias kentelioù en Akademiezh an Arzoù Kaer gant Theodore Matteini.

En 1809 e c'hounezas ur genstrivadeg aozet gant Akademiezh Venezia da vont da studiañ da Akademiezh San Luca, tost da Roma. Eno e voe diskib da Canova a voe e warezer e-pad meur a vloaz. En 1814 e kuitaas Roma goude bezañ bet arsailhet, un afer serc'h a greder. Ac'haleno ez eas da Naplez ma voe karget gant ar roue Murat da livañ " Ulisse en la corte de Alcinoo ".

Adalek 1850 e renas Akademiezh an Arzoù Kaer e Brera en Milano.

Pennad kar


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.