Knowledge Base Wiki

Search for LIMS content across all our Wiki Knowledge Bases.

Type a search term to find related articles by LIMS subject matter experts gathered from the most trusted and dynamic collaboration tools in the laboratory informatics industry.

Emgann Agnadello

Emgann Agnadello a c'hoarvezas d'ar 14 a viz Mae 1509 en Agnadello, etre Milano ha Bergamo en Italia. Trec'het e voe Republik Venezia gant armeoù kevre Cambrai, a vode ar pab Jul II, ar roue gall Loeiz XII, Masimilian Iañ impalaer Alamagn, ha Fernando II roue Aragon .

Istor

A-raok an emgann

E 1498, goude marv ar roue gall Charlez VIII, e oa bet anvet dug Orleañs da roue, ha kerkent Loeiz XII da c'houlenn dugelezh Milano, ha da glask harperien. Emglevioù a voe sinet gant Republik Venezia, ha gant ar pab Alesant VI Borgia, a oa e penn Stadoù an Iliz.

Milano ha Genova a chomas etre daouarn Bro-C'hall, Venezia a gemeras Cremona hag ar pab a gasas e vab Cesare Borgia da aloubiñ Romagna e 1500, ha da vont da gemer kêrioù Imola ha Forli, a oa da Gaterina Sforza e Rimini, Pesaro ha Faenza a skarzhas Lluís Sforza.

Ar pab Jul II, anvet goude marv Alesant Borgia, a yeas e 1504 da aloubiñ Romagna ha da gemer Bologna ha Peruggia.
D'an 10 a viz Kerzu 1508 e voe savet kevre Cambrai evit stourm ouzh Venezia a oa o klask kreskiñ he douaroù hag aloubiñ Romagna d'he lemel digant ar pab.

An emgann

D'ar 15 a viz Ebrel 1509 ez eas Loeiz XII gant un arme eus kêr Milano da aloubiñ douar Republik Venezia. Ha Venezia da sevel un armead goprsoudarded , hag en o fenn ar gendirvi Orsini, Bartolomeo d'Alviano ha Niccolò di Pitigliano, ha hounnezh hag erruout dirak mogerioù Bergamo. An daou Orsini o devoa urzh da virout ouzh un emgann, ha d'ober taolioù-brezel bihan hepmui.

Koulskoude, d'an 9 a viz Mae, e tegouezhas Loeiz XII, e penn 30 000 den, anezho 6 000 Suis ha 2 000 marc'heg, hag eñ d'o lakaat da dreuziñ an Adda tostik da Cassano d'Adda. Alviano ha Pitigliano, o devoa ken kreñv armead, da oa o kampiñ dindan ramparzhioù Treviglio, hep gouzout petra ober :