Type a search term to find related articles by LIMS subject matter experts gathered from the most trusted and dynamic collaboration tools in the laboratory informatics industry.
Dugelezh Milano zo un dugelezh a voe anezhi en hanternoz Italia eus 1395 da 1797. Un domani dindan an Impalaeriezh santel roman german e oa, met de facto e oa dizalc'h.
Kemmañ a reas harzoù an dugelezh a-hed ar c'hantvedoù. Klotañ a rae gant Lombardia gozh, gant Milano ha Pavia enni. En dro dezhi e oa dugelezh Savoia, Republik Venezia, Markizelezh Mantova, ha Republik Genova.
Pa varvas an dug Francesco II Sforza divugel e 1530 e voe adkemeret an dugelezh gant Karl V, a anvas e vab da zug. Gant ar Spagnoled e chomas Milano betek 1713, goude ez eas gant Aostria betek 1859. Neuze e voe aloubet gant roue Sardigna a voe lakaet da roue Italia.