Search for LIMS content across all our Wiki Knowledge Bases.
Type a search term to find related articles by LIMS subject matter experts gathered from the most trusted and dynamic collaboration tools in the laboratory informatics industry.
An navet miz e oa en deiziadur roman kozh, deiziadur Romulus, se zo kaoz e vez graet November anezhañ e saozneg, noviembre e spagnoleg ha novembre e galleg.
E finneg e reer marraskuu eus miz Du, da lavaret eo "miz ar re varv".
E poloneg ha tchekeg e vez graet Listopad eus ar miz-se, da lavarout eo "miz an delioù o kouezhañ".
D'an 28 e vez lidet Dizalc'hted Panamá diouzh Spagn.
Krennlavaroù
« Aet miz Here en e hent / Da hanternoz gouel an Hollsent »
« An driwec'h hag an naontek a viz Du / E vez foar Vaodez war ar ru. »[1] ; d'an 18 a viz Du e vez lidet Maodez.
« Da santez Katell / Ez a ar mestr da vevel. » (Kement a labour a vez mar rank ar mestr labourat ivez.) ; d'ar 25 a viz Du e vez lidet Katell Aleksandria.
« Mat eo hadañ an douar / War an diskar eus al loar, / Hogen segalig sant Andrev / Deuet Nedeleg pa deu er-maez. » ; d'an 30 a viz Du e vez lidet an abostol Andrev.
« Pa ra kurun e miz Du / E koll ar goañv e vertu. »[1]
« Da c'houel sant Andrev, gwalc'h da roched, ma vo sec'h da Nedeleg »[2]
« Da gala-goañv ed hadit / Hag ivez frouezh dastumit »
« Hag o nezañ emaoc'h c'hoazh ! / Gouel sant Andrev a vo warc'hoazh » (Arabat eo nozvezhiañ betek re.)
« Kala-goañv, kala miz / Nedeleg a-benn daou viz »
« Pa gler an dour da c'houel Marzhin / E ya ar goañv war benn e c'hlin » (Kriz e vo ar goañv, skornet e vo ar vro ha kouezhadennoù a vo.)[3]
« Sant Andrev gamm na vankas ket / Teir sizhun tri deiz kent Nedeleg »