Type a search term to find related articles by LIMS subject matter experts gathered from the most trusted and dynamic collaboration tools in the laboratory informatics industry.
Ar meskaj pri, traezh ha danvezioù organek a ya d'ober al leur eo an douar. Pluskenn diavaezañ an bladenenn Douar eo, war he c'horre emañ eta. Ennañ, warnañ hag a-us dezhañ emañ ar vuhez viologel, ennañ dreist-holl dre an abeg m'emañ 50% eus bevliesseurted ar bed. Kemmañ a ra ivez an atmosferenn. Ar pedologiezh eo ar skiant hag a studi an douareier, etre bevoniezh, kimiezh ha fizik.
A bep seurt traoù a gaver en douar : meinadoù, gazoù, liñvennoù, danvezioù organek hag organegoù. Ar gouelezennoù a zo en aer, en dour pe er skorn a ya d'en em lakaat war an douar abalamour d'ar pounnerder, hag ober a reont gwiskadoù. Krignerezh al leur a c'hall cheñch stumm ha keriadur an douar.
E stadoù, fetisterioù ha livioù a bep seurt a c'hall bezañ an douar : kalet pe vlot, sec'h pe c'hleb, laoskaet, du, gell, arruz, arvelen... Pa vez mesket gant dour e komzer eus bouilhenn pe fank.
Pouezhus eo er gounezerezh (pe "labour-douar"), en tisaverezh hag en henoniezh. Implijet e vez gant an dud evit ober mogerioù ha podoù.
Dre astenn-ster e implijer ar ger douar evit komz eus :
Gallout a reer kevenebiñ an douar hag :