Search for LIMS content across all our Wiki Knowledge Bases.
Type a search term to find related articles by LIMS subject matter experts gathered from the most trusted and dynamic collaboration tools in the laboratory informatics industry.
Dhaka (ঢাকা e bangla, distaget [ˈɖʱaka], a veze skrivet Dacca gwechall) eo kêr-benn Bangladesh ha brasañ kêr ar vro-hont, gant 10,1 milion a annezidi (2024).
Emañ Dhaka e gevred Bangladesh, war lez ar stêr Buriganga, ur vrec'h d'ar Ganga. Ur porzh eo hag ur greizenn genwerzhel ha greantel a bouez. Ur skol-veur zo, savet e 1921.
Unan eus ar c'hêrioù fallañ eus ar bed eo evit doareoù ar vuhez, renket 139vet war 140 gant The Economist Intelligence Unit e 2015. Tro 30% eus poblañs ar gêr a oa o chom e lochennoù e 2016.[1]
Poblañs
Hervez niveradeg kentañ ar gêr e 1872 e oa 69 213 annezad e Dhaka. An dispartiañ eus Indez e 1947 en deus krouet un divroadur bras eus muzulmaned eus India ha poblañs ar gêr en deus kresket betek tizhout 336 000 a. e 1951. An niver a annezidi en deus kresket kalz bras adalek dizalc'hidigezh Bangladesh e 1971. E 2001 e oa 9 milion a annezidi, hag e 2024 e oa 10,1 milion a dud e Dhaka.
E Takad Meur-gêr Dhaka e oa 14,6 milion a annezidi e 2010, ha 23,9 milion a dud e 2024.
Dhaka a zo unan eus kêrioù ar bed gant ar brasañ stantker.