Knowledge Base Wiki

Search for LIMS content across all our Wiki Knowledge Bases.

Type a search term to find related articles by LIMS subject matter experts gathered from the most trusted and dynamic collaboration tools in the laboratory informatics industry.

Kartenn an departamantoù gall

An departamant a zo un dachennad douar, pe, evit ober gant gerioù all, ur rannadur melestradurel e Bro-C'hall. War un dro ez eo

Pa vez anv eus an dachennad douar eo kustum tud ar velestradurezh c'hall da skrivañ ar ger gant un d bihan; pa vez kaoz eus ar framm politikel e vez implijet un D bras ganto.

Abaoe 2011 ez eus kement ha 101 departamant e Bro-C'hall, hag en o zouez 5 departamant tramor.

An departamant evel pastell-vro velestradurel

Ar bastell-vro velestradurel dindan ar gwir boutin eo an departamant abaoe ar bloaz VIII (17991800) hag e chom c'hoazh. Renet eo gant ar prefed-departamant anvet diouzh c'hoant ar gouarnamant, harpet gant isprefeded e penn an isprefetioù.

Meur a servij didolpet eus ar Riez gall a zo aozet e framm an departamant, evel Renerezh departamant an Aveiñ (DDE, e berr), pe Renerezh departamant an aferioù yec'hed ha sokial (DDASS, e berr).

An departamant evel strollegezh lec'hel

Ur strollegezh lec'hel digreizennet eo an departamant ivez. Dindan renerezh ar C'huzul-departamant emañ. Ar c'huzul-se a vez graet Kuzul-Meur anezhañ ivez, a zo dilennet war-eeun gant mouezhioù an holl zilennerion, evit c'hwec'h vloaz.

Bodet eo bet an departamantoù da sevel ar rannvroioù. Rannet e vezont etre arondisamantoù, hag int-i isrannet etre kantonioù a zo bet savet dre vodañ kumunioù.

Istor

Niverennadur an departamantoù

En deroù e veze implijet niverennoù diwar an urzh alfabetek (1 da 83) evit bastañ da ezhommoù ar servijoù post. Goude an Impalaeriezh kentañ e oe dilezet ar sistem. E penn kentañ an XXvet kantved e voe adsavet an niverenniñ en ur dennañ kont eus an departamantoù ouzhpennet, met e 1922 e voe ouzhpennet an Territoire-de-Belfort nevez-krouet, dezhañ an niverenn 90.

Pa voe adrannet an Île-deFrance e 1964 e chomas gant Pariz an niverenn 75 ha gant an Yvelines, e-lec'h m'emañ Versailhez, pennlec'h ar Seine-et-Oise, an niverenn 78, hini ar bet-departamant. Ar pemp departamant nevez-krouet a resevas niverennoù diwar o urzh alfabetek ha lakaet e diwezh ar roll (91 betek 95 : Essonne, Hauts-de-Seine, Seine-Saint-Denis, Val-de-Marne, Val-d'Oise).

E 1976 e voe rannet Korsika etre daou evit krouiñ an departamant ar Corse-du-Sud (2A) ha hini Haute-Corse (2B).

Niverennet eo bet an departamantoù tramor eus 971 betek 976 (n'eus ket a zepartamant niverennet 96).

Anavezet mat eo sistem niveradur an departamantoù gant ar C'hallaoued pa vezont dispaket war blakennoù-marilh ar c'hirri-dre-dan hag ar marc'hoù-dre-dan. Aet eo da get an doare-se pa'z eus bet degemeret ur sistem europat e 2009, met chomet eo en un doare arouezel war ar c'hostez, gant arouez ar rannvro. Implijet e vez an niverennadur evit niverennoù ar Surentez sokial, e penn kodoù-post ar c'humunioù (nemet evit Korsika: implijet e vez an 20 evit kumunioù an enezenn a-bezh).

Sell ivez

Kartenn an departamantoù gall

Departamantoù gall

Taolenn an departamantoù gall

Niv Departamant Kêr-brefeti Poblañs (2020)
01 Ain Bourg-en-Bresse 657 856
02 Aisne Laon 529 374
03 Allier Moulins 335 628
04 Alpes-de-Haute-Provence Digne-les-Bains (Dinha e yezh ar vro) 165 451
05 Hautes-Alpes Gap 140 605
06 Alpes-Maritimes Nice (Nisa e brezhoneg) 1 097 410
07 Ardèche Privas (Privàs e yezh ar vro) 329 325
08 Ardennes Charleville-Mézières 269 701
09 Ariège Foix (Foish e yezh ar vro) 153 954
10 Aube Troyes 311 435
11 Aude Carcassonne (Carcassona e yezh ar vro) 375 217
12 Aveyron Rodez (Rodés e yezh ar vro) 279 554
13 Bouches-du-Rhône Marseille (Marselha e yezh ar vro) 2 048 070
14 Calvados Caen 697 547
15 Cantal Aurillac (Orlhac e yezh ar vro) 144 379
16 Charente Angoulême 351 718
17 Charente-Maritime La Rochelle (ar Roc'hell e brezhoneg) 655 709
18 Cher Bourges 300 933
19 Corrèze Tulle, Tula e yezh ar vro 239 190
2A Corse-du-Sud Aiacciu 160 814
2B Haute-Corse Bastia 182 887
21 Côte-d'Or Dijon 535 078
22 Côtes-d'Armor, e brezhoneg Aodoù-an-Arvor Sant-Brieg 603 640
23 Creuse Guéret (Garait e yezh ar vro) 115 995
24 Dordogne Périgueux (Periguers e yezh ar vro) 412 807
25 Doubs Besançon 545 209
26 Drôme Valence (Valença e yezh ar vro) 517 709
27 Eure Évreux 599 668
28 Eure-et-Loir Chartres (Chartrez e brezhoneg) 431 443
29 Finistère, e brezhoneg Penn-ar-Bed Kemper 917 179
30 Gard Nîmes (Nimes e yezh ar vro) 751 457
31 Haute-Garonne Toulouse (Tolosa e yezh ar vro) 1 415 757
32 Gers Auch 191 819
33 Gironde Bordeaux (Bourdel e brezhoneg) 1 636 391
34 Hérault Montpellier (Montpelhièr e yezh ar vro) 1 188 973
35 Ille-et-Vilaine (Il-ha-Gwilen e brezhoneg) Roazhon 1 088 855
36 Indre Châteauroux 218 707
37 Indre-et-Loire Tours (Teurgn e brezhoneg) 612 119
38 Isère Grenoble 1 277 513
39 Jura Lons-le-Saunier 258 798
40 Landes Mont-de-Marsan (Lo Mont de Marsan e yezh ar vro) 418 122
41 Loir-et-Cher Blois (Bleaz a-gozh e brezhoneg) 329 357
42 Loire Saint-Étienne 768 508
43 Haute-Loire Le Puy-en-Velay (Lo Puèi de Velai e yezh ar vro) 227 489
44 Loire-Atlantique (Liger-Atlantel e brezhoneg) Naoned 1 445 171
45 Loiret Orléans (Orleañs e brezhoneg) 682 304
46 Lot Cahors (Caors e yezh ar vro) 174 670
47 Lot-et-Garonne Agen 330 844
48 Lozère Mende 76 633
49 Maine-et-Loire Angers (Añje e brezhoneg) 820 713
50 Manche Saint-Lô 495 093
51 Marne Châlons-en-Champagne 566 659
52 Haute-Marne Chaumont 171 798
53 Mayenne ("Mezven" e brezhoneg) Laval 306 538
54 Meurthe-et-Moselle Nancy 732 590
55 Meuse Bar-le-Duc 183 001
56 Morbihan (skrivet Mor-Bihan e brezhoneg) Gwened 764 161
57 Moselle Metz 1 049 155
58 Nièvre Nevers 202 670
59 Nord Lille ("Rijsel", e yezh ar vro) 2 607 746
60 Oise Beauvais 829 699
61 Orne Alençon 278 475
62 Pas-de-Calais Arras 1 462 167
63 Puy-de-Dôme Clermont-Ferrand ("Clarmont d'Auvernha" e yezh ar vro) 661 852
64 Pyrénées-Atlantiques Pau 687 240
65 Hautes-Pyrénées Tarbes (Tarba e yezh ar vro) 229 788
66 Pyrénées-Orientales Perpignan (Perpinyà e yezh ar vro) 482 765
67 Bas-Rhin Strasbourg (Straßburg e yezh ar vro) 1 148 073
68 Haut-Rhin Colmar (Kolmar e yezh ar vro) 767 842
69 Rhône Lyon 1 883 437
70 Haute-Saône Vesoul 234 601
71 Saône-et-Loire Mâcon 551 063
72 Sarthe Le Mans 566 993
73 Savoie Chambéry 439 750
74 Haute-Savoie Annecy 835 206
75 Pariz
Gwechall edo an niverenn-se gant departamant ar Seine
Paris (Pariz e brezhoneg) 2 145 906
76 Seine-Maritime Rouen (Rouan e brezhoneg) 1 254 739
77 Seine-et-Marne Melun 1 428 636
78 Yvelines
Gwechall edo an niverenn-se gant ar Seine-et-Oise
Versailles (Versailhez e brezhoneg) 1 449 723
79 Deux-Sèvres Niort 374 481
80 Somme Amiens 568 748
81 Tarn Albi 391 066
82 Tarn-et-Garonne Montauban (Montalban e yezh ar vro) 262 316
83 Var Toulon (Toullon pe "Toulon" e brezhoneg) 1 085 189
84 Vaucluse Avignon (Avinhon e yezh ar vro) 561 941
85 Vendée ("Vañde" e brezhoneg) La Roche-sur-Yon 692 705
86 Vienne Poitiers 439 332
87 Haute-Vienne Limoges (Limòtges e yezh ar vro; ha Lemojez e brezhoneg) 372 123
88 Vosges Épinal 362 397
89 Yonne Auxerre 334 156
90 Territoire de Belfort Belfort 140 120
91 Essonne Évry-Courcouronnes 1 306 118
92 Hauts-de-Seine Nanterre 1 626 213
93 Seine-Saint-Denis Bobigny 1 655 422
94 Val-de-Marne Créteil 1 407 972
95 Val-d'Oise Cergy/Pontoise¹ 1 251 804
971 Guadeloupe² (Gwadeloup e brezhoneg) Basse-Terre ("Bastè" e yezh ar vro) 383 559
972 Martinique² (Martinik e brezhoneg) Fort-de-France ("Fòd Fwans" e yezh ar vro) 361 225
973 Guyane² (Gwiana e brezhoneg) Cayenne ("Kayèn" e kreoleg) 285 133
974 La Réunion² Saint-Denis 863 083
976 Mayotte² Mamoudzou 256 518


Evezhiadennoù:

  1. Edo prefeti ar Val-d'Oise da vezañ lakaet e Pontoise pa voe krouet an departamant, nemet kaset e voe d'ar gumun nes, Cergy; bremañ e reont ar ville nouvelle anvet Cergy-Pontoise.
  2. An departamantoù tramor gall a zo douaroù a oa trevadennoù pell diouzh Bro-C'hall, hag a zo bet roet dezho ur statud heñvel ouzh hini departamantoù "european" Bro-C'hall. Bez' ez int, hervez al lezenn, lodoù eus Frañs hag eus Unaniezh Europa, nemet reolennoù europat arbennik zo evito. Pep hini eus an departamantoù-se zo ivez ur rannvro.

Evezhiadennoù all

Evezhiadennoù all a c'haller ober war anvioù ar c'hêrioù a zo pennlec'hioù departamantoù :

  1. Kêrioù gall zo o deus un anv brezhonek a-gozh pe goshoc'h, evel Bourdel, Orleañs, ar Roc'hell, Teurgn, ...
  1. Kêrioù gall zo n'eo ket gallek hepken o anvioù ofisiel: kavout a reer anezho digemm a-wechoù e yezhoù all ar vro, evel Bastia e korseg, Pau en okitaneg (nemet distaget disheñvel); kemm bihan a vez alies evel etre Quimper ha Kemper, Strasbourg ha Straßburg en alamaneg (Strossburi en elzaseg), Perpignan ha Perpinyà e katalaneg, Ajaccio hag Aiacciu e korseg; kemm bras a vez a-wechoù all, evel etre Vannes ha Gwened, hag etre Lille ha Rijsel e nederlandeg.
  1. Kêrioù gall zo o deus anvioù all e yezhoù all: Toulouse a zo Tolosa del Llengadoc e katalaneg, Bourdel a zo Burdeos e spagnoleg, Pariz a zo Parigi en italianeg, Marseille zo Marseilles ha Reims zo Rheims e saozneg.

Pennadoù kar

Liammoù efedus evit deskiñ dre an eñvor gwirvoud an departamantoù gall