Type a search term to find related articles by LIMS subject matter experts gathered from the most trusted and dynamic collaboration tools in the laboratory informatics industry.
D'ar c'hentañ a viz Genver 1873 e oa degemeret an Deiziadur gregorian e Bro-Japan, gant anvioù mizioù hengounel hag ar pep brasañ eus ar gouelioù, kent 1873 avat e veze implijjet un deiziadur loarel-hag-heolel a zeue eus an Deiziadur sinaek[1]. Implijet e vez atav an oadvezhioù hengounel eus Bro-Japan.
Abaoe ma oa degemeret an deiziadur gregorian ez eus bet implijet teir reizhiad da gontañ ar bloavezhioù e Bro-Japan :
Eus an tri doare-se, an div re ziwezhañ hepken vez implijet en ur feson voutin. Implijet e oa an deiziadur impalaerel eus 1873 betek diwezh a Eil Brezel Bed.
Anvioù japanek ar mizioù a dalvez ger-ha-ger "loar gentañ", "eil loar", ha kement zo. Savet e vezont eta diwar an niver a glot gant ar miz ha gant ar ger gatsu ("loar"):
miz Genver | 一月 | (ichigatsu) |
miz C'hwevrer | 二月 | (nigatsu) |
miz Meurzh | 三月 | (sangatsu) |
miz Ebrel | 四月 | (shigatsu) |
miz Mae | 五月 | (gogatsu) |
miz Mezheven | 六月 | (rokugatsu) |
miz Gouere | 七月 | (shichigatsu) |
miz Eost | 八月 | (hachigatsu) |
miz Gwengolo | 九月 | (kugatsu) |
miz Here | 十月 | (jūgatsu) |
miz Du | 十一月 | (jūichigatsu) |
miz Kerzu | 十二月 | (jūnigatsu) |
(Alies-kenañ e vez implijet sifroù arabek gant kanji al Loar, evel 3月, war ar pemdez.)
Ouzhpenn-se pep miz en deus un anv hengounel, implijet c'hoazh e tachennoù zo evel ar varzhoniezh. E-mesk an daouzek anv, shiwasu a vez implijet stank c'hoazh hiziv an deiz. Gallout a reer ivez kavout an anvioù-se ivez e deroù ul lizher pe ur brezegenn da reiñ da santout koulz ar bloaz. Lod anezhe evel yayoi ha satsuki, a dalvez ivez da anv-badez (evit ar merc'hed). Klevet a reer ivez an anvioù-se ur wezh an amzer er jidaigeki, abadennoù skinwel a-vremañ, hag e filmoù diwar-benn ar prantad Edo pe ur prantad koshoc'h.
Setu amañ da-heul anvioù ar mizioù :
Nota bene:' An deiziadur kozh a veze implijet e Bro-Japan a oa un deiziadur loarel diazezet war an deiziadur sinaek, hag ar bloavezh hag ar mizioù a zeraoue 3 pe 7 sizhun diwezhatoc'h evit an deiziadur gregorian a vez implijet bremañ. N'eo ket reizh eta lakaat ar miz kentañ da glotañ gant miz Genver.
Implijet e vez ur sizhun seizh devezh e Bro-Japan, hervez an Deiziadur gregorian. Kregiñ a ra gant ar Sul avat. Ar sizhunvezh seizh devezh, dezhi anvioù deiz a glot war-eeun gant ar re a vez implijet en Europa, a vijje bet degaset da Vro-Japan war-dro 800. Implijet e veze ar reizhiad er steredouriezh hepken pe dost betek 1876, nebeut amzer goude ma oa degemeret an Deiziadur gregorian gant Bro-Japan en un doare ofisiel. Fukuzawa Yukichi zo unan eus ar re o deus bet ar muiañ a bouez en diviz da zegemer ar reizhiad-se da envel deizioù ar sizhun. Dont a ra an anvioù diwar anvioù ar pemp planedenn a c'haller gwelet gant an daoulagad hepken, anvet o-unan diwar pemp elfenn ar brederouriezh sinaat (aour, prenn, dour, tan, douar), ha diwar anv al Loar hag an Heol (yin ha yang).
Japaneg | Romanekadur | Elfenn | Anv brezhonek |
---|---|---|---|
日曜日 | nichiyōbi | Heol | Sul |
月曜日 | getsuyōbi | Loar | Lun |
火曜日 | kayōbi | Tan (Meurzh) | Meurzh |
水曜日 | suiyōbi | Dour (Merc'her) | Merc'her |
木曜日 | mokuyōbi | Koad/gwezenn (Yaou) | Yaou |
金曜日 | kin'yōbi | Metal/Aour (Gwener) | Gwener |
土曜日 | doyōbi | Douar (Sadorn) | Sadorn |
E Bro-Japan e vez rannet ivez ar mizioù e tri frantad 10 devezh tamm-pe-damm. Pep hini zo anvet jun (旬). Ar c'hentañ eo jōjun (上旬); an eil, chūjun (中旬); an diwezhañ, gejun (下旬). Implijet e vezont alies da ober anv eus ar mare en un doare resis. Da skouer : "Alies e vez ar wrez-se e jōjun miz Ebrel"; "Emeur o c'hortoz ur votadeg e gejun ar miz-mañ."
Pep devezh eus ar miz en deus un anv dezhañ e-unan savet en un doare direoliek, peurliesañ diwar anvioù niver an devezh :
1 | 一日 | tsuitachi (a-wezhioù ichijitsu) | 17 | 十七日 | jūshichinichi |
2 | 二日 | futsuka | 18 | 十八日 | jūhachinichi |
3 | 三日 | mikka | 19 | 十九日 | jūkunichi |
4 | 四日 | yokka | 20 | 二十日 | hatsuka |
5 | 五日 | itsuka | 21 | 二十一日 | nijūichinichi |
6 | 六日 | muika | 22 | 二十二日 | nijūninichi |
7 | 七日 | nanoka | 23 | 二十三日 | nijūsannichi |
8 | 八日 | yōka | 24 | 二十四日 | nijūyokka |
9 | 九日 | kokonoka | 25 | 二十五日 | nijūgonichi |
10 | 十日 | tōka | 26 | 二十六日 | nijūrokunichi |
11 | 十一日 | jūichinichi | 27 | 二十七日 | nijūshichinichi |
12 | 十二日 | jūninichi | 28 | 二十八日 | nijūhachinichi |
13 | 十三日 | jūsannichi | 29 | 二十九日 | nijūkunichi |
14 | 十四日 | jūyokka | 30 | 三十日 | sanjūnichi |
15 | 十五日 | jūgonichi | 31 | 三十一日 | sanjūichinichi |
16 | 十六日 | jūrokunichi |
(Alies-kenañ e vez implijet ar sifroù arabek, evel 14日, war ar pemdez.)
Tsuitachi zo ur stumm emdroet eus tsukitachi a dalvez kentañ devezh ar miz. En deiziadur hengounel e veze graet 晦日 misoka eus devezh diwezhañ ar miz. Hiziv an deiz e vez kalz stankoc'h implij an niveroù 28-31 mui nichi. Koulskoude e ve implijet alies misoka en anvioù kevradoù etc., da lavaret e vo paeet un dra bennak an devezh diwezhañ eus ar miz, forzh petore deiziad e vefe. Devezh diwezhañ ar bloaz zo 大晦日 ōmisoka (an Devezh diwezhañ bras).
Implijet e vez alies ar ger kichijitsu (deiz mat) da-geñver al lidoù evel en ul lizher da bediñ unan d'un eured pe devezh savadur un dablezenn vaen koun. N'eo ket anavezet gant al lezenn neoazh ha ne c'hell ket bezañ implijet en un testamant.
Un devezh en em gav etre daou zevezh gouel zo un devezh dilabour. Evel-se, ar 4 a viz Mae zo un devezh dilabour bep bloaz. Pa zegouezh un devezh gouel d'ar Sul, an devezh kentañ n'eo ket un devezh dilabour (ul lunvezh da skouer) a zeu da vezañ unan.
Deiziad | Anv e brezhoneg | Arouezioù japanek | Romaji |
---|---|---|---|
1añ a viz Genver | Kala-bloaz | 元日 | Ganjitsu |
2 a viz C'hwevrer | Devezh an oad-gour | 成人の日 | Seijin no hi |
11 a viz C'hwevrer | Devezh savidigezh ar vro † | 建国記念の日 | Kenkoku kinen no hi |
20 pe 21 a viz Meurzh | Devezh kedez an nevezamzer | 春分の日 | Shunbun no hi |
29 a viz Ebrel | Devezh Shōwa * | 昭和の日 | Shōwa no hi |
3 a viz Mae | Devezh koun ar vonreizh * | 憲法記念日 | Kenpō kinenbi |
4 a viz Mae | Devezh ar glazur * | みどり(緑)の日 | Midori no hi |
5 a viz Mae | Devezh ar vugale * | 子供の日 | Kodomo no hi |
3e lunvezh miz Gouere | Devezh ar mor | 海の日 | Umi no hi |
3e lunvezh miz Gwengolo | Devezh an doujañs evit ar re gozh * | 敬老の日 | Keirō no hi |
23 pe 24 a viz Gwengolo | Devezh kedez an diskar-amzer | 秋分の日 | Shūbun no hi |
Eil lunvezh miz Here | Devezh ar sport hag ar yec'hed | 体育の日 | Taiiku no hi |
3 a viz Du | Devezh ar sevenadur | 文化の日 | Bunka no hi |
23 a viz Du | Devezh anaoudegezh evit al labour | 勤労感謝の日 | Kinrō kansha no hi |
23 aviz Kerzu | Deiz-ha-bloaz an impalaer | 天皇誕生日 | Tennō tanjōbi |
† Devezh hengounel ma vije bet savet Bro-Japan gant an impalaer Jimmu e 660 kent J.K..
* Lodenn eus ar sizhun alaouret
-->