Type a search term to find related articles by LIMS subject matter experts gathered from the most trusted and dynamic collaboration tools in the laboratory informatics industry.
Bichkek (e kirgizeg ha ruseg: Бишкек) eo kêrbenn ha kêr vrasañ Kirgizstan. War-dro 1.000.000 annezad zo enni.
Da gentañ e voe un arsavlec'h d'ar c'haravanennoù war hent ar seiz. E 1825 e voe savet ur c'hreñvlec'h, diskaret gant arme an tsar e 1862 pa voe staget an tiriad tro-dro ouzh Rusia. Annezet e voe al lec'h gant ur gwarnizon rusian hag adsavet ur gêr, anvet Pichpek adalek 1877. E 1926 e voe cheñchet hec'h anv da Frounze, en enor da vMikhail Frounze, ur soudard bolchevik. Anv istorel ar gêr a voe adroet dezhi e 1991.