Type a search term to find related articles by LIMS subject matter experts gathered from the most trusted and dynamic collaboration tools in the laboratory informatics industry.
Arz : (ger deveret eus al latin artum)
Er penn kentañ, ne oa graet an arz nemet evit tud desket-bras, barrek anezho da skeudenniñ kenkoulz ar bed en-dro dezhe, an traoù bevet gante, o santimantoù ha kement zo, ken ma veze levezonet ar re all gant o oberennoù. Hogen bremañ eo disheñvel an traoù, forzh piv a c'hell emanvout bout un arzour gant mo vo talant, mailhoni ha spered da grouiñ gantañ.
Ar spas a zo kevreet gant an arzoù plastik, hag an amzer gant ar muzik hag al lennegezh. Gant ar c'hoariva hag an dañs e teu an nen da vezañ danvez e arz. Gant ar filmoù an hini eo ma vez empennet ar seurt seblant-mañ.
War a seblant ne vez pal raksoñjet ebet gant an arz, hag er frankiz-mañ emañ lec’hiet e wir dalvoudegezh. Uhelaet e vez mabden a-us da chañs-dichañs madoù ar c’horf. Neoazh, kement-se ne dalv ket emañ an arz, pezh a vije graet arz evit arz, estreget evit arzourien pe kenedourien.
Dav a-walc’h d’an nen en em gustumiñ d'an arz kent peurintent anezhañ da vat. A-raok karout ha kompren an arz, eo gwelloc'h bezañ bet kelennet war an arz agent.
Liammed eo talvoudegezh an arz gant an diduiñ tamm-pe-damm, da lavaret eo ar fed dont a-benn da drec’hiñ war ar c'hoantoù diavaez. Ne zle ket d'an arz bout talvoudus dre ret, e-se e vez dalc'het an arzourien gant koumanant urzh prenañ an dud.
Implijet eo bet an arzourien evit propagandaoù relijiel pe politikel, gant an alamaned, ar rused, italianed, amerikaned, sinais.
A-benn ar fin an oberenn zo ur seurt emglev, ur c'hempouez etre pezh emañ ar prener o klask, pe ar arvesterien hag ar pezh en deus c'hoant an arzour ezteurel. Evel-henn e vo eus livourien relijiel an azginivelezh skignerion an Dengarouriezh, ha kement-se bet arc'hantaouet gant an Iliz.
Ul livour pe skrivagner n'eo ket arzour ken p'emañ suj d'un ideologiezh a zo er-maez eus an arz. N'hall ket an arzour lavaret e soñj dezhañ e-unan diwar-benn tra-mañ-tra nemet pa vez en ur stumm pe un ober kenedus ma c'hell an nen gwelet pe santout a-drugarez dezhe.