Type a search term to find related articles by LIMS subject matter experts gathered from the most trusted and dynamic collaboration tools in the laboratory informatics industry.
Arvorig eo an anv istorel kozh a roer d'ar vro anvet Breizh hiziv, kent donedigezh ar Vrezhoned er VIvet kantved. Deuet eo an anv eus Aremorica a veze graet anezhi e galianeg abalamour ma kave d'ar C'halianed e oa ur vro a-hed ar mor.
Savet eo diwar un araogenn "are", an anv "mor", hag an dibennoù "ic", hag "a".
Brasoc'h eget Breizh hiziv e oa Arvorig kozh, pa oa enni un tamm mat eus Normandi, betek bro ar Galeted, ur bobl o chom e kornad Dieppe. Dre vras e tape Arvorig eus Pornizh betek Dieppe, da lavarout eo aod Breizh tost penn da benn, hag aod Normandi. Bodet e oa pobloù Arvorig en ur c'hevredad.
Hervez Strabon, an douaroniour gresian, ha Posidonios, e oa kar Arvorigiz (Armoricani) d'ar C'halianed anvet Belged (Belgae), a lavare Julius Caesar anezho : « Horum omnium fortissimi sunt Belgae » ( « Eus an holl eo ar Velged ar re galonekañ »).
Julius Caesar : Bellum Gallicum. Levr VII.
"XX uniuersis ciuitatibus quae Oceanum attingunt quaeque eorum consuetudine Aremoricae appellantur, quo sunt in numero Coriosolites, Redones, Ambibarii, Caletes, Osismis, Lemouices, Vnelli."
Hiziv e vez implijet alies e-lec'h Breizh, dre fazi peogwir ne gomzer ket eus ar memes gorread nag eus ar memes istor, hag en ur spered romantel kentoc'h.
Lod a gav n'eo ket dinoaz na dizrouk an implij-se, dreist-holl pa vez kemeret gant aozadurioù-stad, da guzhat an anv Breizh a c'hallfe bezañ re bolitikel.
Implijet e vez ar ger Arvorig (pe Armorique, kentoc'h e galleg)
Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh. |