Darvoudoù
Ganedigezhioù
Ar vreudeur Marx : Chico, Groucho hag Harpo
912 : Otto Iañ , impalaer kentañ an Impalaeriezh santel roman german .
1221 : Alfonso X , roue Kastilha.
1496 : Clément Marot , barzh gallek.
1743 : Théophile-Malo Corret de La Tour d'Auvergne , soudard gall anvet da gKentañ Greunader ar Republik gant Napoleon Iañ .
1760 : François Noël Babeuf lesanvet Gracchus Babeuf , dispac'her gall.
1804 : Franklin Pierce , 14vet prezidant Stadoù Unanet Amerika .
1826 : Lan Inizan , beleg ha skrivagner brezhonek.
1876 : Manuel de Falla , sonaozer spagnolat.
1888 : Harpo Marx , aktour, jestraouer ha soner stadunanat .
1896 : Klement Gottwald , prezidant Tchekoslovakia.
1905 : Carlos Torre , meurc'hoarier echedoù mec'hikan
1922 : Joan Fuster , skrivagner katalanek eus Bro València .
1922 : Manuel Fraga Iribarne , politiker spagnol.
1928 : Pierre Étaix , furlukin, komedian ha filmaozour gall .
1962 : Nicolás Maduro , prezidant Venezuela.
Marvioù
867 : Nikolaz Iañ , pab .
1170 : Owain Gwynedd , roue Gwynedd.
1682 : Claude Lorrain , livour gall.
1733 : Loeiz ar Pelleter , geriadurour brezhonek.
1856 : Manuela Sáenz , brogarourez eus Ecuador .
1861 : Salvatore Viale , barzh, reizhaouer ha skrivagner korsek.
1942 : Peadar Kearney , sonaozer ha barzh iwerzhonat.
1966 : Seán Tomás Ó Ceallaigh (Sean Thomas O'Kelly), prezidant Republik Iwerzhon .
1976 : André Malraux , skrivagner ha politikour gall .
1990 : Roald Dahl , skrivagner breizhveurat genidik eus Norvegia.
1995 : Louis Malle , filmaozer gall .
2006 : Philippe Noiret , aktour gall .
Lidoù
Sant an deiz : Sant Bieuzi
Iliz katolik roman
Sant Klemant , 4e pab e Roma , merzheriet e dibenn ar I añ kantved
Sant Koulman , abad iwerzhonat, saver ur reoliadur menec'h , avieler Europa, deuet da Vreizh, da Luxeuil , da Aostria ha da Italia. Patron Bear (Bro-Dreger - Aodoù-an-Arvor), Minieg-Morvan , Treveneg (Bro-Oueloù - Aodoù-an-Arvor ). Marv e Bobbio (Italia ) e 615
Sant Deniel , abad-eskob abati Bangor (Kembre) , patron Plouzeniel (Bro-Leon - Penn-ar-Bed ) ha Trezeniel (Bro-Dreger - Aodoù-an-Arvor) (7vet kantved)
Sant Konzelv, manac'h e Breizh , diskibl da sant Konwoion (9vet kantved)