Knowledge Base Wiki

Search for LIMS content across all our Wiki Knowledge Bases.

Type a search term to find related articles by LIMS subject matter experts gathered from the most trusted and dynamic collaboration tools in the laboratory informatics industry.

.38 Special
Skeudenn ar pennad .38 Special

A gleiz da zehou : kartouchennoù .44 Magnum - .357 Magnum - .38 Special - 7,62 × 25 mm Tokarev - .45 ACP - 9 × 19 mm Parabellum
Doare
Kalibr .357 / 9 mm
Doare korf an douilhez bourled
Doare skeiñ e-kreiz
Bro orin Banniel Stadoù-Unanet Amerika Stadoù-Unanet Amerika
Muzulioù
Ø bannadell 9,06 mm
Ø trogleuziñ 8,8 mm
Ø kolier 9,6 mm
Ø korf an douilhez 9,6 mm
Ø strad 11 mm
Tevder ar strad 1,5 mm
Hirder an douilhez 29,3 mm
Hirder ar gartouchenn 39 mm
Perzhioù all
Pouez ar vannadell 7,5 - 10,58 g
Tizh mont e-maez V0 270 - 350 m/s
Energiezh ar vannadell 300 - 450 J
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall B

Ar munision .38 Special, anvet ivez .38 S&W Special, .38 Spl pe .38 Spc, zo ur munision savet gant an embregerezh Smith & Wesson. Deveret eo eus an .38 Long Colt. Gwerzhet e oa bet evit ar wech kentañ e 1902 evit ar revolver Smith & Wesson .38 Hand Ejector. Ar munision evit ar revolverioù gwerzhet ar muiañ er bed eo abaoe fin an Eil Brezel-bed.

Deskrivadur

An .38 Special zo ur c'halibr 9 mm (.357 da .358 meutad) graet evit bezañ tennet er revolverioù a zo o anv metrek 9 x 29 mm R. E voled zo stumm wadcutter.

Tost an holl verkoù revolverioù a ginnig ur patrom revolver kambret gant ar munision-mañ, a zo gwelet evel resis ha liezimplij : da skouer ar Smith & Wesson M&P (Model 10) graet etre 1905 ha 2005, an S&W Chiefs Special (Model 36), ar Colt Detective Special, ar Colt Police Positive Special, ar Colt Official Police pe ar Ruger SP 101.

Gellet a raer tennañ munisionoù .38 Special en armoù kambret e .357 Magnum, a zo ur stumm deveret anezhañ.

Implijerien a bep seurt

Implijet eo bet kalz an .38 Special gant arme Stadoù-Unanet Amerika e-pad an Eil Brezel-bed ha gant polisoù ar vro-se goude. Er sportoù tennañ e vez implijet kalz en amprouennoù "Pistolenn Sport". 19 milion a armoù kambret er c'halibr-mañ a zo bet gwerzhet abaoe 1902[1].

Daveennoù

  1. (fr) CARANTA R., La .38 Special, reine de la précision depuis 1902, Cibles, HS n°14, miz Here 2008

Liammoù diavaez


  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan